Mont d’an endalc’had

Palotchka (lizherenn)

Eus Wikipedia

Ul lizherenn girillek ispisial eo palotchka (diwar ar ruseg па́лочка, "bazhig"), skrivet Ӏ, implijet e meur a yezh kaokazek, evel da skouer en avareg, e tchetcheneg, e dargineg, en ingoucheg, e [[kabardeg], e lakeg hag e lezgieg.

Peurlieseañ e vez implijet evit skrivañ kensonennoù tarzh, da skouer en avareg :

кӀалъазе /k’a'ɬaze/ "komz".

E yezhoù all, evel e tchetcheneg hag en ingoucheg, e talvez da skrivañ ar son [ʔ], da skouer, e kabardeg :

елъэӀуащ /jaɬa'ʔʷaːɕ/ "un dra bennak a c'houlennas diganti".


Porched ar yezhoù hag ar skriturioù
Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù.