Mont d’an endalc’had

Ordovices

Eus Wikipedia
Ar pobloù brezhon er vro a deuio da vezañ Kembre, a-raok aloubadeg ar Romaned. Martezeüs a-walc'h eo an harzoù lakaet amañ etre ar pobloù.
Kartenn all, gant amezeien ar bobl Cornovii

An Ordovices a oa ur bobl vrezhon en Enez Vreizh a-raok an aloubadeg roman, er vro a vo anvet Kembre. Amezeien e oant d'ar Silures er c'hreisteiz ha d'an Deceangli er biz, ha marteze d'ar g-Cornovii. Saverien-chatal e oant, ha saverien kreñvlec'hioù war an tuchennoù.

Krediñ a reer kavout en o anv ar gerioù 'ordo-wik-', ha neuze ar ger iwerzhonek 'Ord', ar ger kembraek 'Gordd' (gant ur G- ouzhpennet), kar d'ar ger brezhonek horzh. Da neuze e vijent marteze pobl an horzh.

Chom a ra anv ar bobl en anv-lec'h Dinorwig, e Gwynedd.

N'eus ket kalz evelto en Enez Vreizh a zalc'has penn ouzh ar Romaned. Kaset e voe ar stourm gant Caratacos, a oa harluet en o bro goude ma oa bet trec'het en emgann ar Medway e 43. Dont a reas Caratacos da vout rener an Ordovices ha hini o amezeien Silures, ha brasañ enebour ar Romaned en amzer-se, er bloavezhioù 50.

Goude Emgann Caer Caradoc, e voe trec'het Caratacos gant Publius Ostorius Scapula, hag echu e voe d'an Ordovices gourdrouz Roma, e-pad ur pennad.

Er bloavezhioù 70 koulskoude en em savas an Ordovices a-enep ar Romaned, ha distrujañ a rejont ur rejimant roman war varc'h. Euzhus e voe ar c'hastiz, hag hervez Tacitus e voe lazhadeget ar bobl gant arme roman Agricola, tad-kaer an istorour, e 77/78..


Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]