Mont d’an endalc’had

Omrop Fryslân

Eus Wikipedia

Omrop Fryslân zo un aozadur skignañ en Izelvroioù evit Friziz. Skignañ a ra abadennoù skingomz ha skinwel, e frizeg hag ivez e nederlandeg hag e Stellingwerfs, ur rannyezh izelsaksek.

E 1978, RONO (Radio Omroep Noord en Oost), hag a skigne abadennoù evit hanternoz ha reter an Izelvroioù, a voe rannet etre Radio Noord, Radio Oost ha Radio Fryslân. Abaoe 1988 ez eo Omrop Fryslân a ra war-dro an abadennoù evit Friziz. He abadennoù a c'hall bezañ klevet dre wagennoù radio (FM), dre neudennoù ha dre Internet.

Abaoe 1994 e pled Omrop Fryslân gant abadennoù skinwel ivez. Skignet e vezont dre wagennoù, dre neudennoù, dre loarell ha dre Internet.

Dre ma'z eo ofisiel ar frizeg en Izelvroioù, e vez skignet ivez abadennoù gant Omrop Fryslân war ar chadenn NPO 2 dre ar stad a-bezh : 36 eurvezh a abadennoù frizek a vez skignet bep bloaz evel-se.

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.