Nicolas Sarkozy
Nicolas Sarkozy (Nicolas Paul Stéphane Sarközy de Nagy-Bocsa e anv gwirion) zo ur politikour gall, ganet d'an 28 a viz Genver 1955 e Pariz. “Sarko” a vez graet anezhañ ivez gant ar C'hallaoued.
Politikerezh
Bet eo e penn Ministrerezh an Diabarzh hag an Arc'hanterezh, bet maer Neuilly-sur-Seine, pinvidikañ parrez zo a-stok ouzh Pariz, war-lerc'h Charles Pasqua, bet prezidant departamant Hauts-de-Seine ha bet e penn an UMP, ur strollad politikel eus an tu dehou.
Anvet eo bet da brezidant ar republik e Bro-C'hall d'ar 6 a viz Mae 2007. Aet ez eus 53,06% eus ar mouezhioù war e anv e Bro-C'hall. E Breizh (5 departamant) en deus bet 47,32% eus ar mouezhioù. E Neuilly en deus tapet 86,81%, ha 16,52 % hepken e Tremargad en eil tro.
Goude ur respet pemp bloaz e klaskas bezañ addilennet met koll a reas en eil tro a-enep François Hollande.
Diwar-benn ar Vretoned
Komzoù Sarkozy meneget gant ar skrivagnerez c'hallek Yasmina Reza, en he levr L'Aube, le soir ou la nuit: "Je me fous des Bretons. Je vais être au milieu de dix connards en train de regarder une carte."
Prezidanted Frañs — Pempvet Republik (1958 –) |
|||
---|---|---|---|
|