Mont d’an endalc’had

Neta Snook

Eus Wikipedia
Neta Snook

E 1921
Ganedigezh Mary Anita Snook Southern
14 C'hwevrer 1896
Mount Carroll, Illinois Illinois
Marv 23 Meurzh 1991
Kalifornia
Broadelezh  Stadunanat
Lesanvioù Neta
Curly
Snooky

Micher Levierez
Stummerez

Breved 1920

Mary Anita "Neta" Snook Southern, bet ganet d'ar 14 a viz C'hwevrer 1896 e Mount Carroll (Illinois) hag aet da Anaon e Kalifornia d'an 23 a viz Meurzh 1991, a oa un nijerez stadunanat.
Ar vaouez kentañ e voe war meur a dachenn en nijerezh : deskardez e Curtiss-Wright Aviation School, levierez en Iowa, levierez a vicher, renerez un nijva ; brudet eo evit bezañ bet kentañ stummerez Amelia Earhart war al leviañ.

Abred e voe dedennet Mary Anita Snook gant ar mekanikerezh, broudet ma oa gant kirri he zud. Da bevar bloaz e veze ouzh ar rod-stur war barlenn he zad, a zeskas dezhi diwezhatoc'h ar pezh a ouie diwar-benn bouzelloù ur c'harr.
Echuet ganti he studioù e Frances Shimer School, Mount Carroll e 1912, e tilojas gant he ziegezh e 1915 da Ames, Iowa. Eno ez eas da Iowa State College (Iowa State University hiziv), ma studias an tresañ teknikel hag ar ratreañ kefluskerioù ha mekanikoù ar gounezerezh. Dre he studioù e voe dedennet gant an nijerezh, ha buan e fellas dezhi mont da levierez.

E-kerzh he eil bloavezh er skol-veur e klaskas Neta Snook deskiñ leviañ e Curtiss-Wright Aviation School (CWAS) e Newport News (Virginia), met berzet d'ar merc'hed e oa ar skol. Bloaz goude e tistroas da Iowa, ma oa bet digoret ur skol leviañ e Davenport ; an deskardez kentañ e voe eno. Ret e voe d'ar skol serriñ avat, goude ur gwallzarvoud ma voe lazhet ar rener.
P'edo o klask ur skol all e ouezas e oa bet kemmet politikerezh CWAS, ma c'hallas bezañ degemeret – ar vaouez kentañ er skol-se Un niver bras a eurvezhioù nij a oa en he chakod pa voe berzet an nijadennoù nannsoudard en SUA abalamour d'ar Brezel-bed kentañ.

E-pad berr amzer e labouras Neta Snook en Elmira (New York) evit ar Royal Flying Corps[1] evel mekanikerez karget da ensellout hag arnodiñ kefluskerioù ha pezhioù an nijerezioù a veze kaset da dalbennoù Europa.

Goude bezañ prenet relegenn un nijerez Curtiss JN-4 Jenny "Canuck"[2] hag he lakaet degas da Iowa dre vor e tremenas daou vloavezh ouzh he c'hempenn war porzh ti he zud. E 1920 e nijas en he unan da dapout he breved ; goude-se ez emezelas al levierez en Aero Club of America hag er Fédération Internationale Aéronautique (FAI/WASF).
Da levierez a vicher ez eas Neta Snook neuze, o kemer perzh gant he Jenny en abadennoù sirk war nij er Midwest[3] hag o treuzkas touristed ha treizhidi – dre guzh, pa ne oa ket aotreet d'ober gant he breved na oa ket kenwerzhel. Pa voe rust deroù ar goañv en Iowa e tistrollas ar Jenny d'he c'has dre vor da Galifornia, m'en em stalias e Los Angeles.

Eno e klaskas labour evel stummerez en nijva Kinner Field nevez-savet gant ar farder kefluskerioù ha nijerezioù Bert Kinner (18821957) ; goude ur predad amprouiñ berr e voe gopret evel mekanikerez ha stummerez, ha pelloc'h e voe Neta Snook ar vaouez kentañ o ren un nijva kenwerzhel, ma veze kinniget kentelioù leviañ hag aervruderezh.

D'an 3 a viz Genver 1921 e teuas Amelia Earhart gant he zad da c'houlenn kentelioù leviañ digant Neta Snook, pa felle dezho e vije ur vaouez o kelenn. Un dollar e Liberty Bonds[4] dre vunutenn en aer e oa ar priz ; A. Earhart a baeas ar pemp eurvezh kentañ (300 $) kent prenañ un nijerez Kinner Aister ; digoust e voe ar 15 eurvezh da heul, abalamour ma kentelias N. Snook en ardivink he deskardez.
E-pad tremen bloaz e nijas an div vaouez kevret, ha da vignonez tost d'an tiegezh Earhart e troas Neta Snook.

E miz C'hwevrer 1921 e voe Aneta Snook ar c'hentañ maouez o kemer perzh en un nijadeg gwazed, e Los Angeles ; 5vet e voe.

E 1922, oadet 26 bloaz, e timezas A. Snook gant William Southern ; pa voe o tougen e paouezas da leviañ hag e werzhas he embregerezh.

Goude steuziadur Amelia Earhart er Meurvor Habask e 1937 e voulc'has Neta Snook Southern gant troiadoù prezegennoù ma konte respet A. Earhart hag he hini ; he buhezskrid a voe embannet e 1974[5].
E 1977, oadet 81 bloaz, e nijas Neta Snook a-nevez pa voe goulennet diganti leviañ un adskeudenn eus Spirit of St. Louis Charles Lindbergh. E 1981 e voe koshañ levierez SUA.

D'an 23 a viz Meurzh 1991 e varvas Neta Snook, e deroù he 96vet bloavezh. Bloaz goude e voe degemeret en Iowa Aviation Hall of Fame[6].

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

  1. A voe kendeuzet e 1918 gant ar Royal Naval Air Service da aozañ ar Royal Air Force.
  2. Canuck : luc'haj saozneg SUA evit Canadian, rak e Kanada e oa bet fardet an ardivink.
  3. Daouzek Stad a ya da sevel rannvro ar Midwest : Illinois, Indiana, Iowa, Kansas, Michigan, Minnesota, Missouri, Nebraska, North Dakota, Ohio, South Dakota ha Wisconsin.
  4. Liberty bond : amprest Stad evit kellidañ tu ar Gevredidi er Brezel-bed kentañ ; da 4,25% e save ar c'hampi e 1921.
  5. Op. cit.
  6. (en) 'Iowa Aviation Museum'. Kavet : 24 Mezheven 2019.