Myrdhin
Myrdhin, bet ganet Rémi Chauvet d'an 2 a viz Genver 1950 e Dinan, zo un telennour breizhat.
Ganet eo e Breizh-Uhel en ur familh gernevad, unan eus kezeg kler azginivelezh an delenn e Breizh eo Myrdhin. E arvestiñ a reer e-unan pe da dri gant An Delenn Dir kement e Bro-C'hall hag en estrenvro abaoe ar bloavezhioù 1970 (Broioù Alamagn, Aostria, Belgia, Kanada, Breizh-Veur, Denmark, Suis, Izelvroioù, Yougoslavia, Turki, Pologn, Rusia, Italia, Japan, Spagn, Portugal, Norge, Lituania, Estonia, Indonezia,...). Un niver bras a brizioù a zo aet gantañ (Triskell Aour, Kan ar Bobl, 1añ prizioù telenn ha kan e Killarney – Iwerzon, Nancy Richard's Trophy e Bro-Gembre, Priz ar J.M.F. Ha France Musique, anvidigezh er Grammy Awards 2000 gant AfroCelt e Los Angeles, Anvet Marc'heg an Arzoù hag al Lizhiri e 2002). Savet en deus Myrdhin ouzhpenn 200 oberenn gouestlet evit an darn vrasañ d'an delenn hepken.
Goulennet eo bet ivez digantañ aozañ sonerezh evit pezhioù pe filmoù (« La Ceinture du Diable, 1984 da skouer). E ganadeg « Gorchan Judicaël » evit dibuner, korioù ha benveg a gont buhez ar roue Judikael en Arvorig (savet e 1986 e Abati Pempont). Labouret kalz en deus Myrdhin war an tonioù hengounel, en o zouez re ar Barzhaz Breizh. Gant kerdin arem ha metal e son Myrdhin abaoe 1975 (telenn LeRoux – Pariz). A-gevred gant ur bern binviji e kinnig an delenn (fleütioù, rebed, bodhran, kenaozer, treujenn-gaol, israj, sitar indian, piano, tabla, klaou kerden, gourrebed, kor, korn-chaseal, bombard hir, timbalennoù, ograou, bombard, telenn dredan, kora...).
Ambrouget eo bet ar varzh Angèle Vannier gant Myrdhin evit ouzhpenn 60 arvest a-dreuz Europa (1976 – 1980).
Ren a ra abaoe 1984 Kejadennoù Etrevroadel an Delenn e Dinan. Pedet eo bet er studioioù Realworld gant Peter Gabriel e 1994 evit ambrougiñ ar griot Baaba Maal eus ar Senegal, hag e 1995 evit enbarzhiañ ar strollad AfroCelt (pladenn Aour en Iwerzhon e 1998 ha 2000) asambles gant an afrikaned Kauw Cissokho hag N'Faly Kouyaté, James McNelly ex-Pogues, hag all... Galvet eo e 1999 gant ar ganerez fado Dulce Pontes eus ar Portugal evit soniñ war he fladenn ha war al leurenn (Roazhon, Tombées de la Nuit)... E 2000 eo anvet Myrdhin er Grammy Awards e Los Angeles gant AfroCelt, rummad World Music. Soniñ a ra da zaou gant Pol Huellou (fleüt e bambou) adalek 1989, en daouad Ars Celtica gant Zil (telenn ha kan) adalek 1996, da dri gant Magic Chaudron, gant Pascal Lamour, adalek 2007.
Pladennoù dibres
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- “D’île en île” (BNC, 2009)
- “Magic Chaudron” (BNC, 2008)
- “Run” ( HPCL 2002)
- “Fréhel” (Kerig, 2000)
- “AfroCelt Release” (Realworld, Virgin, 1999)
- “Harpsody” (Kerig, 1998).,
- “An Delen Dir” (Muséa, 1998)
- “Kanouennoù Nedeleg” ( Kerig, 1998)
- “La Vie de Merlin” (Ria, 1998)
- “AfroCelt Sound System” (Realworld, Virgin,1996),
- “A Cordes et à Cris” (Iguane, 1995), perzh e-barzh
- “Firin’ Fouta” (Island, 1994),
- “Harpe Instrumental” (Sony, 1992),
- “Harp in Aquarius” (Breizh,1991)
- “Harp et Bamboo” gant Pol Huellou (Breizh, 1990),
Diviget
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- “Graal”(Kelenn,1972)
- “Harpe Celtique”(Vélia,1974)
- “Lenn Killarne” (Vélia, 1976)
- “An Delen Dir”, gant Pol Huellou ha Zil (Vélia, 1978)
- “Merlin l’Enchanteur” (Vélia, 1980),
- "Emersion”(Vélia, 1980)
- “Harpèges” gant ar strollad An Delen Dir (Oversea, 1981)
- “Noëls de Bretagne” (Résonances, 1982)
- “Courir le Guilledou” (Max Antoine, 1984)
- “Gorchan Judicaël”, gant kanerien an Thabor, (Art et Musique, 1986)
- “Harpe Celtique, 1000 ans d’histoire”, gant Mariannig Larch’hanteg, (skol sonerezh rannvro, 1987)
- “Harp et Shakuhachi”, gant Pol Huellou, (Goasco, 1988)
- “Triade” gant Michel Fleury ouzh ar bombard, (SF 1, 1988)