Mont d’an endalc’had

Mor Kantabria

Eus Wikipedia

Mor Kantabria (Mar Cantábrico e spagnoleg) eo an anv roet d'ur rann eus ar Meurvor Atlantel a-hed arvor hanternoz Spagn hag un darn eus hini Bro-C'hall, eleze rann-kreisteiz Pleg-mor Gwaskogn, e gwirionez eus ar Pireneoù betek aber an Adour. Peurvuiañ e lavarer e tap eus Beg Ortegal (43°46′N 7°52′K), e proviñs A Coruña, betek aber an Adour e-kichenik kêr Baiona, a-hed 800 km eta.