Memento (film)
Neuz

Memento zo ur film stadunanat psikologel ha thriller embannet e 2000. Ar film a zo bet sevenet ha skrivet gant Christopher Nolan, ha produet gant Suzanne ha Jennifer Todd. Istor ar film a zo diazezet a-ziwar ur mennozh gant Jonathan Nolan, en devoa skrivet goude-se an istor "Memento Mori" deuet da vezañ diazez senario ar film. An aktourien eo Guy Pearce, Carrie-Anne Moss, ha Joe Pantoliano.
Pearce a c'hoari un den, hag en deus bet un troma. Dibosupl eo dezhañ kaout eñvorennoù nevez ha bep pemp munut e koll ar memor. Klask a ra war-lerc'h muntrer e wreg, dre implij luc'hskeudennoù ha kroc'henlivadurioù evit derc'hel soñj eus an titouroù a zisoñj.