Mont d’an endalc’had

Megara (kêr)

Eus Wikipedia
Megara
kêr
Rann eusMitologiezh Henc'hres Kemmañ
Anv ofisielΜέγαρα 0412.jpg Kemmañ
Anv er yezh a orinΜέγαρα Kemmañ
Yezh ofisielgresianeg Kemmañ
StadGres Kemmañ
Kêr-benn eusMegara Municipality Kemmañ
E tiriadMegara Municipality, Commune of Megara Kemmañ
Daveennoù douaroniel37°59′42″N 23°20′32″E Kemmañ
Gevellet gantAiud, Augusta Kemmañ
Erlec'hiañ a raMegara Kemmañ
Kod-post191 00 Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttp://www.megara.gr Kemmañ
Kod pellgomz an takad2296 Kemmañ
Category for the view of the itemCategory:Views of Megara Kemmañ
Map

Megara (henc'hresianeg τὰ Μέγαρα, tà Mégara) a oa ur geoded c'hresian eus Attika, kêr-benn Bro-Vegara. Edo e penn strizh-douar Korintos, er reter, hanter hent etre Korintos hag Aten. anavezet e oa en deroù dindan an anv a Nisaia (Νίσαια, Nísaia), diwar ar roue mojenn Nisos.

Un tamm kent 500 kent J.-K. e teu da vezañ ezel eus kevredad Peloponnesos ha kemer a ra perzh er brezelioù medek. E diwezh ar brezelioù-se, Megariz, enebet ouzh Korintos abalamour da zizemglevioù a denn d'an harzoù etre an div geoded, a zilez o c'hevredidi eus Peloponnesos hag en em laka dindan gwarez Aten (460 kent J.-K.)[1]. Homañ a gas neuze soudarded a ward ar porzh e pleg-mor Korintos. Staget eo ar porzh all ouzh Megara gant ar Mogerioù Hir, savet e 459 kent J.-K.

  1. Toukidides (I, 103).