Mont d’an endalc’had

Mayflower

Eus Wikipedia
Ar Mayflower e porzh-mor Plymouth, gant William Halsall, 1882

Ar Mayflower zo anv ul lestr a gasas trevadennerien saoz da Amerika e 1620.

D’ar 6 a viz Gwengolo 1620 e kuitaas ar Mayflower porzh Plymouth gant, ouzhpenn d’an akipaj ha d’ar c’habiten Christopher Jones, 102 dreizhiad en e vourzh. En o zouez en em gave un 40 puritan bennak.

Ar buritaned-se a oa Saozon bet o chom e Bro-Holland ha c’hoant ganto mont da Amerika evit heuliañ reolennoù-buhez o relijion. Bremañ e vez graet Pilgrim fathers (tadoù pirc’hirin) anezho. Ar skrivagner William Bradford a oa unan anezho.

Ne oant ket an drevadennerien saoz kentañ oc’h en em staliañ en Amerika : e 1607 e oa bet krouet ar c’hontouer kentañ e Jamestown (e Virginia).

D’an 9 a viz Du 1620 ec’h errujont e Cape Cod (Kap ar moru) en New England, 200 km en norzh d'al lec’h rakdibabet. Eno e savjont New Plymouth.

Kerkent hag erruet e skrivjont ar Mayflower Compact, doare Bonreizh a vo ur skouer evit Bonreizh ar Stadoù-Unanet skrivet e 1787.

Goude ur bloaz eno ne chome bev nemet an hanter eus ar strollad, daoust d’ar sikour roet dezho gant ar Wampanoag, Amerindianed ar rannvro-se, evit anavezet ar plant hag ar vro.

D’an 9 a viz Du 1621 e rejont ur pred evit lidañ an trevadoù kentañ ha trugarekaat o doue da vezañ tremenet ur bloavezh : ar Thanksgiving kentañ e vefe.