Mont d’an endalc’had

Maria Portugal, Rouanez Kastilha

Eus Wikipedia
Maria Portugal, Rouanez Kastilha
den
Reizh pe jenerplac'h Kemmañ
Bro ar geodedouriezhRouantelezh Portugal Kemmañ
Anv-bihanMaria Kemmañ
Titl noblañslist of Castilian consorts, royal consort of Castile Kemmañ
Deiziad ganedigezh9 C'hwe 1313 Kemmañ
Deiziad ar marv18 Gen 1357 Kemmañ
Lec'h ar marvÉvora Kemmañ
Lec'h douaridigezhMonasterio de San Clemente Kemmañ
TadAfonso IV Kemmañ
MammBeatriz Kastilha (1293–1359) Kemmañ
Breur pe c'hoarEleanor of Portugal, Pedro Iañ Portugal Kemmañ
PriedAlfonso XI Kastilha Kemmañ
BugelPedro Iañ Kastilha Kemmañ
FamilhHouse of Burgundy - Portugal Kemmañ
Micherbrientin Kemmañ
Relijionkristeniezh Kemmañ

Maria Portugal, (1313- Évora 1357), merc'h da Afonso IV Portugal ha Beatriz Kastilha (1293-1359, a oa Rouanez Kastilha dre he dimeziñ. Hi eo ar «fermosíssima Maria» (Maria kenedus meurbet) e-barzh ar meurgan Os Lusíadas.

Dimeziñ a reas da Alfonso XI Kastilha e 1328: e eil pried e oa. Divugel e oa c'hoazh pemp bloaz goude, ha prest e oa ar roue da gas e wreg kuit en abeg da se, met e 1333 e c'hanas ar rouanez Fernando, a varvas miz goude. En 1334 e c'hanas ur mab all, Pedro Iañ, ha hennezh a chomas bev.

N'eo ket gant e wreg avat e oa troet he fried hogen gant e serc'h Leonor Núñez de Guzmán‎, ha dek bastard en doa. Se zo kaoz e tistroas Maria da lez he zad, da Évora. Bec'h a savas neuze etre Portugal ha Kastilha evit enor ar rouanez doganet.

Marv Alfonso

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pa varvas he fried e reas lazhañ Leonor dirazi ha dirak he mab.

Muntret e voe war urzh he mab pa voe roue goude ma oa bet harluet da Bortugal.

Daou vugel o deus bet gant Alfonso XI:

Hiziv emañ e relegoù e kev-iliz Capilla Real de la Catedral de Sevilla.