Margay
| |||
---|---|---|---|
L. wiedii
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Chordata | ||
Kevrennad : | Mammalia | ||
Urzhad : | Carnivora | ||
Kerentiad : | Felidae | ||
Genad : | Leopardus | ||
Anv skiantel | |||
Leopardus wiedii Schinz, 1821 | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Ar margay (Leopardus wiedii, pe Felis wiedii) a zo ur c'hazh gouez eus kreiz ha su Amerika. Er c'hoadegoù glaviek e kaver anezhañ. Hemolc'hiñ a ra eno e-unanik evned ha marmouzien. Daoust ma kreded gwechall e oa ur spesad e dañjer e kav an IUCN hiziv n'eo ket.
Heñvel a-walc'h ouzh an oselot eo ar margay, met un tamm berroc'h eo e benn. E lost a zo hiroc'h hag ar merkoù warnañ a zo disheñvel. Muzuliañ a ra ar piri etre 60 ha 80 cm gant ul lost a 50 cm. Bihanoc'h eo ar barezed, ne zibaseont ket 60 cm hag o lost a vuzul war-dro 40 cm. Pouezañ a reont etre 2 ha 4 kg.
Pignat a ra ar margay kalz gwelloc'h eget an oselot. Tra m'hemolc'h hemañ war an douar e c'hell ar margay tremen e holl vuhez er gwez. Unan eus an daou spesad Felidae eo zo gouest da ziskenn eus ur wezenn gant e benn war-du an traoñ.
Ispesadoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Leopardus wiedii wiedii, reter ha kreizBrazil, Paraguay, Uruguay, norzh Arc'hantina
- Leopardus wiedii amazonica, kornôg Brazil,diabarzh Peru, Kolombia ha Venezuela
- Leopardus wiedii boliviae, Bolivia
- Leopardus wiedii cooperi, norzh Mec'hiko
- Leopardus wiedii glaucula, kreiz Mec'hiko
- Leopardus wiedii nicaraguae, Honduras, Nicaragua, Costa Rica
- Leopardus wiedii oaxacae, su Mec'hiko
- Leopardus wiedii pirrensis, Panama, Colombia, Ecuador, Perou
- Leopardus wiedii salvinia, Chiapas, Guatemala, El Salvador
- Leopardus wiedii yucatanica, Yucatán