Marcha
Neuz
Ur pennad March zo ivez.
- Arabat meskañ gant Marche, unan eus rannvroioù Italia.
Marcha, pe la Marcha [lɒ ˈmartsɔ] en okitaneg, La Marche e galleg, a oa ur gontelezh en hanternoz Bro-Lemojez, en Okitania. Garait (Guéret) e oa ar gêr-benn.
Eus ar proviñs d'an departamantoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dispennet eo bet ar proviñs pa oa savet an departamantoù gall. An tamm brasañ a zo e departamant ar C'hreuse, un tamm bras all a zo en hini an Haute-Vienne, ha tammoù a zo er Charente, er Vienne, hag en Indre.