Lidl
Neuz
![](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/9/91/Lidl-Logo.svg/220px-Lidl-Logo.svg.png)
Lidl Stiftung & Co. KG, zo ur chadenn gourmarc'hadoù alaman diazezet e Neckarsulm, en Alamagn. En holl emañ perc'henn war 10 000 stal dre Europa hag e Stadoù-Unanet Amerika. Penn bras ar chadenn eo Dieter Schwarz, hag a zo perc'henn ivez war ar chadenn Handelshof ha war ar gourmarc'hadoù Kaufland. Lidl zo e kevezerezh gant ar chadenn alaman Aldi dre ma 'z int damheñvel ha war ar memes lec'hioù, betek er Stadoù-Unanet.
![](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/2/23/Lidl_Stores_2018.png/220px-Lidl_Stores_2018.png)