Mont d’an endalc’had

Lezennoù neptuegezh 1930

Eus Wikipedia
Lezennoù neptuegezh 1930
statute
StadStadoù-Unanet Kemmañ
A dalv evit tiriadStadoù-Unanet Kemmañ
Legislated byKendalc'h ar Stadoù-Unanet Kemmañ
Jeannette Rankin, ur Suffragette peoc'hgarourez, dilennet er C'hongress. Bez e oe unan eus ar re nemeto o stourm evit derc'hel neptuegezh SUA memes goude tagadenn Pearl-Harbor

Lezennoù neptuegezh 1930, (saozneg: The Neutrality Acts) a oa bet un hollad lezennoù votet gant Kendalc'h Stadoù-Unanet Amerika er bloavezhioù 1930, pa oa Europa hag Azia o vont goustadik war-zu an Eil Brezel-bed. Diazezet e oant bet war ur c'hoant hollek gant an dud da chom hep bezañ engouestlet en ur brezel goude koust uhel ar C'hentañ Brezel-bed evit ar vro. Ar vro a faote dezhi chom he-unan, digenvezet diouzh ar riskl da vezañ engouestlet dre ret e brezelioù broioù estren.

Ar sell a-hiziv war Lezennoù neptuegezh 1930a zo unan fall: drezo ne oa graet diforc'h ebet ken etre an dagerien hag ar c'houzañverien, pep tu a oa gwelet evel "brezelourien". Dre al lezennoù-se e oa bet nac'het gant gouarnamant ar Stadoù-Unanet harpañ Bro-C'hall hag ar Rouantelezh Unanet a-enep an Alamagn Nazi. Darn eus al lezennoù-se a voe roet lamm dezhe e 1941, dre ma oa bet tagadennoù gant gant listri-spluj alaman a-enep bigi dezougen stadunanat ha dreist-holl goude tagadenn ar Japaniz war Pearl Harbor.