Kuzul an Norzh


Kuzul an Norzh zo un aozadur a vod dilennidi eus broioù Skandinavia. Savet e voe e 1952 evit aesaat ar c'henlabour politikel etre pemp stad eus Skandinavia. Adalek ar penn kentañ e c'hallas o annezidi mont ha dont etre ar stadoù hep paseporzh ebet ha klasket e voe sevel ur marc'had boutin etrezo.
Ar C'huzul a ya d'e ober bremañ 87 kannad dilennet eus Danmark, Finland, Island, Norvegia ha Sveden kenkoulz hag eus an inizi Faero, Greunland hag an inizi Åland. Bep bloaz e vezont dilennet, e-barzh parlamant pep bro. Un dalc'h hollek a vez en diskar-amzer, hag en nevez-amzer e vez bodet ar pemp bodad-labour a zo. Teir yezh labour zo : an daneg, an norvegeg hag ar svedeg.
E 1971 e oa bet savet ur C'huzul ar Vinistred evit kenurzhiañ politikerezh ar stadoù. Emañ burevioù kreiz Kuzul an Norzh e Kopenhagen ha burevioù all zo ivez e pep bro. Pal Kuzul an Norzh eo kas da benn labourioù ha ne c'hallfent ket bezañ graet gant pep stad he-unan. Rankout a ra gouarnamant pep bro rentañ kont eus ar pezh a ra evit ar c'henlabour etre broioù an Norzh dirak ar C'huzul.
Izili
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E-touez izili Kuzul an Norzh emañ ar stadoù hag an tiriadoù-mañ :
Danmark (abaoe 1952)
Finland (abaoe 1955)
Island (abaoe 1952)
Norvegia (abaoe 1952)
Sveden (abaoe 1952)
Faero (abaoe 1970)
Greunland (abaoe 1984)
Åland (abaoe 1970)
Deuet eo ar broioù balt da vezañ arvesterien e-barzh Kuzul an Norzh, abaoe 1991 :
Liamm diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Lec'hienn ofisiel e c'hwec'h yezh (daneg, norvegeg, svedeg, finnig, islandeg ha saozneg)