Koadeg Białowieża


Koadeg Białowieża (distaget [bʲawɔˈvʲɛʐa] e poloneg) (Puszcza Białowieska e poloneg, Белавежская пушча e belaruseg, Беловежская пуща e rusianeg) zo ur goadeg vras hag ur gwarezva natur war an harzoù etre Polonia ha Belarus. Bez' eo un aspadenn eus ar goadeg werc'h vras en em astenne el lodenn-se eus Europa gwechall.
E-touez al loened a ra o annez enni e ranker menegiñ bizoned Europa, ur ouenn hag a zo bet darbet dezhi mont da get. Lakaet eo bet koadeg Białowieża war roll ar Glad bedel gant an UNESCO abaoe 1979[1] ha lakaet eo bet da warezva Natura 2000 gant Unaniezh Europa.
Abaoe 1945 eo rannet ar goadeg e div lodenn : an eil e Polonia hag eben e Belarus. En holl en em astenn bremañ war 1 418,85 km², hag e Belarus emañ an darn vrasañ eus ar gorread-se. E lec'hioù zo ez eo ar vevenn etre an div vro ur skoilh evit monedone al loened, hag an douristed ivez. Emañ kêr velarusat Brest war-hed un 70 kilometr bennak diouzh ar goadeg, er c'hreisteiz.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ 21 World Heritage Sites you have probably never heard of. Daily Telegraph.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- UNESCO (en) (fr)
- Gwarezva Białowieża] (en) (pl)
- Gwez gwarezva Białowieża (en) (pl)