Knut II Danmark
Knut II, pe Knut Veur, Knud den Store e daneg, Knútr inn ríki e norseg, marvet e 1035, a oa roue Danmark, roue Norge ha roue Bro-Saoz ha darnoù eus Sveden (war-dro 994-1035). Brudet e oa da vezañ ur roue fur, petra bennak ma 'z eus bet savet mojennoù diwar e benn maz konter e krede en devoa galloudoù dreistnaturel.
Mab e oa da Sweyn Forkbeard, roue Danmark, dre se e oa Knut Sweynsson, pe Sveinsson, anv e vab. Mamm Knut a oa merc'h da gentañ dug ar Polans, Mieszko Iañ, ha marteze e oa Świętosława hec'h anv (hervez Sigrid Storråda) .
Priñs eus Danmark e oa pa dapas kurunenn Bro-Saoz e 1016. E 1018 e tegouezhas kurunenn Danmark gantañ hag unaniñ a reas an div gurunenn. E 1028 e c'houlennas kurunenn Norge e Trondheim. Kêr Sigtuna e Sveden a oa dalc'het gantañ ivez, diouzh ar pezhioù moneiz ma en diskouezer gant an anv a roue.
In 1031 e plegas Malcolm II, roue Bro-Saoz, dezhañ ivez.