Mont d’an endalc’had

Kazh an Andoù

Eus Wikipedia
Kazh an Andoù


En arvar (EN)

Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Mammalia
Urzhad : Carnivora
Kerentiad : Felidae
Genad : Leopardus
Anv skiantel
Leopardus jacobita
Cornalia, 1865
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

Kazh an Andoù (Leopardus jacobita pe Oreailurus jacobita), anvet ivez kazh ar menezioù, a zo ur c'hazh gouez bihan hag a vev en uheldirioù an Andoù.

Doareoù pennañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

N'eo ket gwall anavezet kizhier an Andoù. A-vent gant ar c'hizhier doñv int met seblantout a reont brasoc'h en abeg d'o blevenn dev ha d'o lost hir. Muzuliañ a reont etre 57 ha 64 cm gant ur pouez 4-7 kg. Evit gwareziñ ouzh ar yenijenn o deus ur vlevenn c'hris stank gant roudennoù gell. Teñvaloc'h eo o c'hof hag o favioù. Tu a-dreñv o divskouarn a zo gris-du. Betek 4 cm e c'hell bezañ o blevennoù. Bez' ez eus nav gwalenn du en-dro d'o lost.

Renket eo bet kazh an Andoù er genad felis met en ur genad ispisial e voe lakaet abalamour da stumm e glopenn. Ne anavezer isspesad ebet.

En uheldirioù an Andoù hepken e kaver ar c'hizhier-mañ. Bevañ a reont en un endro krin e norzh Chile, gwalarn Arc'hantina, su Perou ha mervent Bolivia. Lod anezhe a voe merzet etre 3 000 metr ha 5 100 m e kornioù-bro roc'hellek hag avelek ma ne gresk gwezenn ebet. En erc'hegi ez a, gwechoù zo, war a seblant.

Annez kazh an Andoù a zo lodennet e tachennoù bihan distag an eil diouzh eben gant traoñiennoù annezet gant an dud.

Ne anavezer hogozik netra diwar-benn emzalc'h kizhier an Andoù. Krignerien bihan a hemolc'h war a seblant.

N'anavezer ket pet kazh an Andoù ez eus met moarvat n'eo ket bras-kenañ o niver. Enk eo o annez ha ne bourvez ket kalz boued. Hervez an IUCN ned a ket o foblañs dreist da 2 500 penn. War stagadenn I an CITES eo bet lakaet.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kazh an Andoù