Kambr-degemer
Neuz
![](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/d/da/Mani%C3%A8re_bavaroise_d%27agencer_un_lit_de_chambre_d%27h%C3%B4te.jpg/220px-Mani%C3%A8re_bavaroise_d%27agencer_un_lit_de_chambre_d%27h%C3%B4te.jpg)
Ur gambr-degemer[1] zo ur gambr ma vez lojet un den e ti tud all evit arc'hant. An ostizien a vez laret eus an dud a zegemer, an ostizidi eus an dud degemeret. Peurvuiañ e vez roet lein diouzh ar beure d'an dud degemeret ivez. E saozneg e vez graet gant ar gerioù « Bed and Breakfast » (gwele ha lein), skrivet « B&B » peurvuiañ, a vez troet alies gant « bod ha boued ».
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ E Geriadur Ménard. E Termbret : kambr ostizien ; koulskoude an ostizien ne gouskont ket er gambr a feurmont d'an ostizidi.