John Isner
John Isner a zo ganet d'ar 26 a viz Ebrel 1985 e Greensboro, er Stadoù-Unanet. Ur c'hoarier tennis a-vicher eo abaoe 2007. Gounezet en deus 12 titl en ATP ha kollet 12 gourfenn gant tri er Masters 1000 : en Indian Wells e 2012 ez a war goll a-enep da Roger Federer, e Cincinnati en 2013 e koll ar wech-mañ a-enep da Rafael Nadal hag evit echuiñ en Pariz evit tournamant Bercy e koll a-enep d'ar skosad Andy Murray. Gounezet en deus e Masters 1000 kentañ en Indian Wells e 2018[1].
En un tournamant Shelem bras, an disoc'h gwellañ en defe graet a oa en 2011 e-pad an US Open e kollas John Isner, er c'hard gourfenn, a-enep da Andy Murray.
Lesanvet Ivo Karlović evit e servij hag a zo e du kreñv brasañ. Unan eus ar c'hoarierien a-vicher brasañ eo (2,08 m ha 108 kg).
E miz Ebrel 2018, ez eo lavaret gant an ATP ez eo an eil servijer gwellañ a zo bet a-viskoazh, gant 68,8% a servijoù kentañ deuet a-benn, 80% a boentoù gounezet war ar volotenn gentañ, muioc'h eget 90% a c'hoarioù da servijiñ gounezet hag 17,5 aces a-geidenn dre vatch.
Ar servij gant ar muiañ a dizh en defe graet a oa e 253 km/h (trede servij buanañ a-viskoazh).
En doubl eo deuet a-benn da gaout 5 titl gant daou Masters 1000, e Roma en 2011 hag e Shanghai en 2016.
E-pad tournamant Wimbledon 2010 en doa gounezet ar match hirañ en istor an tennis a-enep ar Gall Nicolas Mahut.
Gourdonet eo bet gant Justin Gimelstob etre 2014 ha 2016.
Dave ha notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (fr)Jean-Julien Ezvan, « John Isner, les vendanges tardives du géant américain », Le Figaro, 2 Ebrel 2018.