Jean-Luc Godard
Neuz
Jean-Luc Godard (3 a viz Du 1930 e Paris – 13 a viz Gwengolo 2022 e Rolle, kanton Vaud)[1] a oa ur filmaozer gall ha suis.
Unan eus diazezerien an Nouvelle Vague (Gwagenn Nevez) e oa. Klask a rae filmañ tud evel ma oant en o buhez, gant ur senario treut, alies en ur primaozañ[2].
E miz Gwengolo 2022 e varvas gant an emlazh skoazellet, aotreet e Suis. Lavaret en doa en a-raok e c’hallfe hen ober, e-lec’h klask bevañ ar muiañ posupl[3].
Enorioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1987 : César a enor evit e red-micher a-bezh
- 1998 : César a enor dibar evit e oberenn a-bezh
- 2010 : Oscar a enor evit e red-micher a-bezh
- 2014 : Priz bodad-barn gouel meur Cannes evit Adieu au langage
- 2018 : Palm aour ispisial gouel meur Cannes evit Le Livre d'image hag e oberenn a-bezh
Daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (fr) Cinéma : le réalisateur Jean-Luc Godard est décédé à l'âge de 91 ans. France Info (Gwengolo 2022).
- ↑ (fr) Mort de Jean-Luc Godard: mais qu’était la Nouvelle Vague?. Le Figaro (Gwengolo 2022).
- ↑ (fr) Jean-Luc Godard a eu recours au suicide assisté: « Il n’était pas malade, il était simplement épuisé ». Libération (2022).