Irienn
Neuz
An irienn eo a vez graet eus an neud a zo bet lakaet da dremen a-dreuz ar steuenn (pe steuñvenn) gant ar vulzun evit ober ur wiadenn. Anneuenn, pe anweenn a vez graet anezhi ivez.
Irienn a vez graet ivez eus an emglev kuzh etre un toullad tud, a vez graet iriennerien anezho, evit diskar ur galloud pe ober droug dezhañ.
Iriennoù brudet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ken niverus eo an iriennoù anavezet en istor ma n'haller ket o envel holl. Setu amañ un nebeud iriennoù brudet memes tra:
En istor Breizh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Irienn ar roue Salaun a lazhas e eontr ar roue Erispoe,
- Hini enebourien Pierre Landais a deuas a-benn d'e lazhañ,
- Re ar roue gall Loeiz XI a glaske an tu da lakaat noblañsed Breizh da enebiñ ouzh an dug. Iriennoù hervez ar savpoent breizhat, troioù finesa hervez ar savpoent gall.
- Hini Pontkalleg a venne distagañ Breizh diouzh Bro-C’hall e penn kentañ an XVIIIvet kantved. Un irienn hervez ar savpoent gall, un doare emsavadenn hervez ur savpoent all.
En istor Bro-C'hall
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Iriennoù Loeiz Orleañs a-enep ar roue gall Loeiz XI, ma voe ret dezhañ mont da repuiñ da Vreizh
- Irienn Cinq-Mars
- Iriennet e oa bet diskar ar Republik gant Napoleone Buonaparte, ha deuet e oa a-benn.
N'haller ket lakaat da iriennoù gwalldaolioù graet gant un den hepken, evel taol an den a glaskas lazhañ Chirac d'ur 14 a viz Gouhere.
En istor ar bed
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Irienn Catilina e Roma.
- Irienn an 20 a viz Gouhere 1944 a-enep Adolf Hitler
- An irienn a oa bet da lazhañ ar prezidant amerikan John Fitzgerald Kennedy.
- An iriennoù aozet gant ar CIA da lazhañ Fidel Castro.
- Irienn an arme gant Pinochet e Chili.
Iriennoù pennhêred dibennet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur pennhêr dibennet zo ur pennhêr a goll e renk hag ar madoù en devoa da-gaout dre ma'z eus bet anvet ur pennhêr all.