Mont d’an endalc’had

Hugh Laurie

Eus Wikipedia
Hugh Laurie
den
Rann eusFry and Laurie Kemmañ
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhRouantelezh-Unanet Kemmañ
Anv ganedigezhJames Hugh Calum Laurie Kemmañ
Anv-bihanHugh Kemmañ
Anv-familhLaurie Kemmañ
Deiziad ganedigezh11 Mez 1959 Kemmañ
Lec'h ganedigezhBlackbird Leys Kemmañ
TadRan Laurie Kemmañ
MammPatricia Laidlaw Kemmañ
Breur pe c'hoarCharles Alexander Lyon Mundell Laurie Kemmañ
PriedJo Green Kemmañ
BugelCharles Archibald Laurie, William Albert Laurie, Rebecca Augusta Laurie Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetsaozneg Kemmañ
Bet war ar studi eDragon School, Eton College, Selwyn College Kemmañ
Lec'h annezBelsize Park, Hollywood Hills Kemmañ
Deroù ar prantad labour1981 Kemmañ
Relijiondizoueegezh Kemmañ
SportRoeñverezh Kemmañ
Partner in business or sportStephen Fry Kemmañ
Benveg sonerezhPiano, mouezh, gitar Kemmañ
Ezel eusBand from TV, Footlights Kemmañ
TachennBlues, sonerezh pop Kemmañ
Label sonerezhWarner Records Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttp://www.hughlaurieblues.com/ Kemmañ
Roll elfennoùlist of awards and nominations received by Hugh Laurie Kemmañ

Hugh Laurie, ganet Hugh Calum Laurie, ganet d'an 11 a viz Even 1959 en Oxford a zo un aktour, skrivagner senario ha romantoù, produer, sevener, soner ha kaner saoz a orin skosat. Daou C'holden Globe en deus bet evit bezañ c'hoariet an doktor Gregory House e heuliad House etre 2004 ha 2012. C'hoariet en deus ivez e filmoù stadunanat evel Stuart Little ha Tomorrowland.

Buhez ha yaouankiz

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hugh Laurie a zo ganet ha bet savet en Oxford. Bet e voe e Dragon School a-raok mont da skolaj Eton ha da Selwyn College e Cambridge, el lec'h m'en doe studiet an arkeologiezh hag an antropologiezh. E dad Ran Laurie en doa tapet ur vedalenn aour er c'hoarioù olimpek hañv e Londrez e roeñviñ e 1948. Hugh a roeñvas ivez e-pad e studioù, peogwir e tapas perzh e redadeg hollvrudet Oxford-Cambridge (Cambridge a gollas ar bloavezh-se evit ur metrad hanter !). E-pad e vloavezh kentañ skol-veur e reas anaoudegezh gant an aktourez saoz Emma Thompson. Degemeret e voe goude e Cambridge Footlights, un taol-lañs alies evit an aktourien saoz, evel John Cleese pe Tom Hollander. Pa voe kinniget gouel fin ar bloaz ar Footlights e skeud Edinburgh Fringe Festival e 1980, e kejas Laurie gant Stephen Fry hag e-pad e vloavezh diwezhañ studi, e 1981, e teuas da vezañ prezidant ar c'hlub (pa 'z e voe Emma Thompson an eilprezidantez).

Dimezet eo gant abaoe ar 16 a viz Even 1989 gant Jo Green, mestrez ur c'hoariva. Tri bugel o deus, Charlie (1988), William (1991) ha Rebecca (1993).

Aktour e Breizh-Veur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Brudet eo e Breizh-Veur adalek ar bloavezhioù 1980. C'hoari a ra rolloù farsus evel e Blackadder e-kichen Rowan Atkinson kenkoulz ha rolloù dramaek evel e Peter's Friends e-kichen e gomper Stephen Fry, raktonket e anv ! Krog eo da choari e filmomù stadunanat evel Stuart Little.

Brud etrebroadel gant House

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Berzh bras a ra ar stirad House ha Hugh Laurie a zeu da vezañ brudet er Stadoù-Unanet. Padout a ra etre 2004 ha 2012. Rakdibabet eo gant an Emmy Awards e 2005, 2007, 2008, 2009, 2010 et 2011, ha gant ar Golden Globes ebep bloaz. Dont a ra daou C'holden Globe gantañ e 2006 ha 2007. Paouezat a ra ar stirad e miz Mae 2012.

Aktour e Hollywood

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Er blockbuster Tomorrowland emañ e-kichen George Clooney e 2015. Distreiñ a ra d'ar striradoù skinwel e Veep e-kichen an aktourez stadunanat Julia Louis-Dreyfus. E 2016 eo ur gwerzhour armoù er ministirad spierezh breizhveurat The Night Manager anvet diouzh ur romant gant John le Carré. C'hoari a ra ivez ar memes bloaz an doktor Chance er c'houlkad kentañ.

  • 1995 : Look at the State We're In ! (ministirad)
  • 2000 : Maybe Baby (film hir kenaozet gant Ben Elton)
  • 2003 : Fortysomething (ministirad - pennadoù 4, 5, 6)
  • 2010-2012 : House (stirad, koulzad 6 pennad 16 ; koulzad 8 pennad 19)
  • 1982 : Cambridge Footlights Revue gant John Kilby (abadenn sketchoù kenskrivet gant Stephen Fry hag Emma Thompson e-touez re all)
  • 1982 : There's Nothing to Worry About ! gant Stuart Orme (ministirad kenskrivet gant Stephen Fry, Ben Elton hag Emma Thompson e-touez re all)
  • 1983 : The Crystal Cube gant John Kilby (telefilm kenskrivet gant Stephen Fry)
  • 1983-1984 : Alfresco (stirad kenskrivet gant Ben Elton ha Stephen Fry e-touez re all)
  • 1986-1987 : Saturday Live gant Paul Jackson (stirad sketchoù kenskrivet gant Ben Elton ha Stephen Fry e-touez re all)
  • 1987 : The Laughing Prisoner gant Chris Gabrin ha Geoff Wonfor (telefilm kenskrivet gant Stephen Fry e-touez re all)
  • 1987-1995 : A Bit of Fry and Laurie (heuliad sketchoù kenskrivet gant Stephen Fry)
  • 1995 : You'll Soon Get the Hang of It: The Technique of One to One Training gant Nicholas Mallett (azasaat senario orin Antony Jay ha John Cleese)
  • 2002 : Dragans of New York gant James Hayman (telefilm kenskrivet gant Alex Taub)
  • 2011 : The Settlement gant Nic Phillips (film berr kenskrivet gant Stephen Fry)
  • 2002 : Dragans of New York gant James Hayman (telefilm)
  • 2012 : House: Swan Song gant Matthew Fife (teleteulfilm - eilproduer)
  • 2009-2012 : Dr House, krouet gant David Shore (stirad - eilproduer 62 bennad)
  • 2013 : Perspectives (stirad teuliaouiñ)
  • 2013 : Hugh Laurie: Live On The Queen Mary gant Bruce Green (sonadeg)
  • 2016 : The Night Manager (ministirad - eilproduer)
  • 2016 : Chance, krouet gant Alexandra Cunningham ha Kem Nun (stirad)