Hippie
Al luskad Hippy, kroget er bloavezhioù 1960, a zo unan eus an dispac'hoù sokial ha sevenadurel brasañ merzet er bed abaoe un nebeud kantvedoù(Kaoz dispis). Pal al luskad-se, kaset da benn dreist-holl gant tud yaouank ganet diwar ar "baby-boom", a oa krouiñ ur gevredigezh nevez hag a yafe a-enep reolennoù, doareoù soñjal ha kevredigezh o zud, hag a-enep ar gevredigezh beveziñ deuet gant an teknikoù nevez.
Termenadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Hippy : Ar ger "Hippy" a zeufe da gentañ eus ar ger "hip" hag a dalvez "gwelet" ha eeus ar ger "hipi" a dalvez "digeriñ e zaoulagad" e Wolof, ur rannyezh eus Afrika. Adkemeret eo al lavarenn-se er ger "Hipster" er bloavezhioù 1940 da envel ar re a selaou un seurt ispisial a Jazz a zo diouzh ar c'hiz d'ar mare-se anvet "Bebop". Ar ger "Hippy" a vefe ivez un doare c'hoari-ger o tont diwar ar ger "Hype" e saozneg a dalvez "bezañ en taol". Met, ar ger "Hippy" n'eo ket ar ger orin evit envel ar re a vefe bremañ anvet evel-se. En em envel a raent "Freaks" (a dalvez "euzhvil" e saozneg) pe "Heads" ("penn" e saozneg a zo evit gwir anv ar re a gemer drammoù) pe Acid Heads a zo ar re a gemer Acid (LSD). An LSD a oa un dramm implijet kalz gant an Hippied dreist ma oa difennet gant ar stad. An LSD a oa kinniget dindan stumm paper-splu a oa troc'het e karrezioù bihan warno un dakennad LSD dourennek. Ar c'harrezioù paper-splu-se a oa euvret dre ar genoù ha kas a rae cheñchamantoù imor, gwelet ha soñjal.
Orin an Hippy
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Al luskad Hippy a zo deuet war wel en un doare splann er bloavezhioù 1960 met an doare soñjal-se n'eo ket nevez tamm ebet. Merzet eo bet abaoe 1896 ar brederouriezh-se en Alamagn gant al "Lebensreform", an "Wandervogel" hag an "Naturmensch" a oa evit un doare bevañ tost deus an natur. Krouet eo bet ganto ur c'hamp er menezioù e lec'h m'o deus lakaet e pleustr o doare-bevañ utopia. O c'hamp a zo, pa vez keñveriet skeudennoù eus ar mare, tost tre ouzh meuriadoù Hippy ar bloavezhioù 1960. E 1935 e teuas an "naturmensch" Maximillian Sikinger e SUA evit kendrec'hiñ Amerikaned da heuliañ o doare-bevañ "Nature-boys". Ar gejadenn-se he deus sikouret kalz diorren ar meuriad Hippy ar bloavezhioù 1960. Ar re o deus levezonet war-eeun an Hippied a zo ar "Beatniks" e 1950. Ar re-se a oa tud frank o beajiñ a-hed an amzer, bez o doa un doare bevañ tost-tre eus hini an hippied. Tud brudet al luskad a zo William S. Burroughs, Allen Ginsberg ha Jack Kerouac o deus levezonet an Hippied gant o oberennoù (levrioù, sonerezh...)
Diorren al luskad
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Penn kentañ e SUA
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1960 e SUA eo e krogas evit gwir al luskad Hippy d'en em ledañ. Ar re yaouank d'ar mare-mañ a grogas da stourm a-enep doareoù ober ar sistem, da skouer brezel ar Vietnam pe stourm ar reoù du o c'hroc'hen evit o gwirioù a zo darvoudoù a lak anezho d'en em zistagañ deus galloud ar stad. Al luskad beatnik e penn-kentañ ha war-lerc'h al luskad Hippy a zesachas leun a dud yaouank aet skuizh gant kevredigezh o zud, ur c'hementad bras a dud yaouank dindan 18 vloaz aet kuit eus ti o zud en deus heuliet al luskad evit mont davet ar meuriadoù Hippy. An dud yaouank-se a zo etre 18 ha 30 vloaz, studierien evit al lodenn vrasañ hag o tont eus familhoù eus ar rummad sokial kentoc'h etre ma n'eo ket a-us. C'hoant o deus cheñch ouzh an "American way of life" a zo deuet gant an industriezh. A-enep ar gevredigezh beveziñ int hag a-enep an "danvezelouriezh" a zo ar fed taoler pouez da tout ar pezh a zo ar madoù fetis. Ne gredont ket d'ar pezh a zo anvet "dont a-benn sokial", tout ar pezh a vez gounezet gant al labour hag ar statudoù a vez akuizet a-drugarez dezhañ. C'hoant o deus krouiñ ur gevredigezh disheñvel eus hini o zud,Jack Weinberg unan eus pennoù bras al luskad en deus lavaret ar frazenn brudet-se: "Na roit james o fiziañs da dud hag a zo koshoc'h eget 30 vloaz". Nac'hañ a reont mennozh an aotrouniezh, aotroniezh e dud, fed e vefe unan gant muioc'h a c'halloud eget an hini all a zo un dra ne zegemeront ket. Nac'hañ a reont ivez ar feulster, holl ar stourmoù kaset a-benn ganto a zo tremenet eus un doare difeulst. Ar garantez hag ar peoc'h a zo kreiz o luskad. An troioù-lavar "Peace & Love" pe "Make love not war" a zo anavezet kenañ hag aroueziañ a ra mat ar brederouriezh Hippy. Evito eo didalvoud ar madoù teknologel e-keñver ar madoù naturel hag a zo lakaet muioc'h muiañ a-gostez eus ar gevredigezh abaoe ar bloavezhioù 1950. C'hoant o defe kaout ur seurt unvanelezh gant an natur, dont a-benn da grouiñ ur gevredigezh nevez en ur implijout an doareoù ober hengounel, da lavaret eo beviñ diwar an natur hep kennebeut distrujañ anezhi hag en ur skarzhañ ar madoù teknologel ne dalvezont ket ar boan evito. Stourm a reont kalz a-enep an nukleel hag ar re kentañ int o lakaat e pleustr doareoù ekologel gant an energiezhoù adnevesaet, al labour-douar bio... Se a zo dre vras an doare soñjal a zo bet anvet "Hippy", met bez ez eus leun a doareoù disheñvel da soñjal hervez pep den, rak an holl o doa o mennozh resis diwar o bed peurvad.
Woodstock:
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Etre ar 15 hag an 18 a viz Eost 1969 eo tremenet ar pouezusañ hag anavezetañ strolladenn Hippy a zo bet en Istor : "The Woodstock Music and Art Fair". Ar gouel-se a zo c'hoarvezet er Stadoù-Unanet e Bethel hag a zo ur gêriadenn staliet da 60 Km eus Woodstock, ha n'eo ket e Woodstock end-eeun evel ma vez kredet an aliesañ. Strollet en deus 400 000 den padal e veze gortozet etre 100 ha 200 000 den hepken,hag al lodenn vrasañ n'en deus ket paet o mont-e-barzh, abalamour da se o deus kollet an aozerien kalz a arc'hant, met a zo bet adpaket goude gant gwerzh ar produoù deverat. Kement a dud a oa ez eus bet kudennoù e-keñver an hentoù er rannvro-se eus ar Stadoù-Unanet e kerzh an hañv-se. Ar pezh a zo bet souezhus kenañ ha hep-e-bar er fest-mañ eo n'ez eus bet gwallzarvoud ebet pe dost gant an arvesterien. Archerien o deus lavaret e oa bet muioc'h a gudennoù gant ar vakañsourien er rannvro eget gant ar 400 000 gouelerien-se. E-kerzh ar fest-mañ ez eo bet c'hoariet eus a bep seurt sonerezh : rock ha sonerezh folk da gentañ-penn met ivez blues rock, folk rock, jazz-rock fusion, Hard rock, latin rock, rock psikelelik. O kemer perzh ez eus bet : Joan Baez, Grateful Dead, Janis Joplin, The Who, Joe Cocker, Jimi Hendrix evit ar re brudetañ met ivez Country Joe & The Fish, Mountain, Ten Years After, The Band, Johnny Winter, Blood, Sweat and Tears, Crosby, Stills, Nash & Young …* Mare ar gouel-se a zo ar poent lec'h ma oa en e uhelañ al luskad Hippy.
O doare bevañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn].
An Hippy a glask un doare nevez da veviñ a zo diazezet war ar frankiz, ar reizh, ar sonerezh. Klask a reont santadennoù nevez, diwar-se e vez bevezet kalz an LSD, un dramm a lak da bennsaoutiñ a oa aotreet d'ar mare-se. An euvradur-se a grouo ar psikedelism a zo ar fed adsevel dre al livaj, ar sonerezh pe dre ar skrid ar santadurioù santet dre euvradur an dramm pa ne vezer ket dindan e efed. An LSD a vo difennet e 1966 ha gwelet evel ur sustañs dañjerus kenañ evit ar vro a-bezh.
Ar meuriadoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An Hippied a vev en un doare frank kenañ : An darempredoù reizhel a vez frank kenañ, gellout a reont kaout darempredoù gant hini-mañ-hini.(ar pezh en deus sikouret aotre an doareoù dihilañ hag an diforc'han e SUA). Ne labouront ket d'ul labour gopret, labour a ra an holl evit ar meuriad da skouer al labour-douar, krouiñ tiez. Sevel ar reont an douar evit kaout boued pa z'ont war ar maez.Ar vugale a vez desavet a-stroll ha nac'hañ a ra an an dud kaout aotrouniezh war o bugale. Ne zebront ket a gig rak ez int a-enep lazhañ boudoù bev. N'ez eus ket a madoù hiniennel, an holl draoù a vez evit ar meuriad a-bezh. An holl a sikour evit diorroen ar meuriad. An holl a zo kevatal, n'ez eus morse bet a vestr en ur meuriad evit lavar d'an dud petra ober, an holl zo frank d'ober ar pezh o deus choant keit ha n'eo ket noazus evit an holl. Bevezet vez kalz a drammoù (LSD, marijuana...) a-benn kaout santadurioù nevez. Beajet vez kalz, ne zirenk ket anezho cheñch lec'h bevañ rak n'int ket staget d'o annezidigezhioù. An holl veuriadoù a zo bet savet eus un doare naturel-kenañ, na oa den evit urzhiañ al luskad. Dre diaesterioù darempredoù hag aozadur, lod vrasañ ar meuriadoù Hippy n'eo ket chomet bev pell. Hiziv an deiz, chom a ra c'hoazh un nebeud kampoù Hippy da skouer hini Christiana e Danmark, savet e 1971 a zo ar c'hamp Hippy brasañ savet. Unan a chom c'hoazh e Bro-C'hall e Normandi ha chom a ra tro 40 meuriad en Alamagn.
Chuck Hollander en deus diverret doare spered an Hippy evel-se : "Grit ar pezh ho peus c'hoant ober, forzh pelec'h ha forzh peur. Distegnit ar gevredigezh ho peus anavezet. Dizalc'hit spered strizh ha reut an dud a kejfec'h, kendrec'hit anezho, dre an dramm, pe d'an nebeutañ dre ar c'haerded, ar garantez, an onestiz pe ar c'hoarzh."
An doare d'en em wiskañ:
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Lakaet e veze da dalvezout ar "Body freedom" (frankiz ar c'horf) da lavaret eo ne vez roet bevenn ebet d'ar c'horf:
- Bez o doa blev hir ha distag evit ar merc'hed kement hag evit ar baotred.
- ar gredenn naturour a oa lakaet e pleustr, ne oa ket souezhus da welet tud noaz o pourmen er meuriadoù Hippy.
- an dilhad a oa gant livioù splann, bleunioù, traoù brodet, se oa ur seurt frankiz e-keñver an dilhadoù klasel ha teñval a oa lakaet d'ar mare-se.
- Ar bragoù "bell-bottom trousers" a zo deuet war-wel d'ar mare-se.
- Levezonet kalz e oa an Hippy gant sevenadur Asia (Boudhism, Indouegezh) ar pezh en deus kaset ar sandalennoù laer, ar saeoù indian...
- Ar merc'hed a oa alies e brozhioù berr pa ne oant ket gwisket eus memes doare hag ar baotred, ha-se eo an dispac'h brasañ e-keñver ar gwiskamant, eo ar fed e c'hell ar merc'hed en em wiskañ er memes doare hag ar baotred, rak er bloavezhioù 1950/1960 e oa doareoù ha kodoù resis d'en em wiskañ evit pep reizh.
Fin al luskad Hippy
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Meur a elfenn en deus lakaet al luskad Hippy da vont da get.
E miz Kerzu 1969 eo bet aozet un abadenn digoust gant ar Rolling-stones en Altamont er Stadoù-Unanet. Soñjet o doa e vefe un "eil Woodstock", met siwazh ez eus bet kalz a wallzarvoudoù e-keñver e Bethel e lec'h ma oa tremenet er peoc'h penn-da-benn. Bez' ez eus bet meur a emgann, un den a zo bet lazhet hag un den en deus troet e bistolenn war-du Mick Jagger.An "eil Woodstock"-se en deus lakaet ar gouelioù Hippy da vont da get gant ar vrud fall en deus graet. D'ar memes mare e voe tamallet un Hippy da vezañ bet lazhet un den ar pezh lakaas SUA da gaout ur sell fall war an Hippied. Gant marv Jimi Hendrix, Jim Morrison ha Janis Joplin abalamour d'o bevezadur drammoù-kreñv en em lakaas an Hippied da vezañ gwelet evel tud diemren ha sell an Amerikaned warno en deus cheñchet. En abeg da fin brezel ar vietnam e chomas a-sav ar mediaoù d'en em zedenn diwar-benn an Hippied a oa o stourm a enep dezhañ, neuze e chomas a-sav ar bobl amerikan d'en em zedenn diouto ivez. Donedigezh ar punk, ar metal, an disco a zo ivez unan eus abegoù fin ar Hippy rak eo deuet da vezañ digoulzet al luskad, ne oa ket ken diouzh ar c'hiz kaout e blas en ur meuriad ha kaout ar blev hir. Al luskad a zo chomet a-sav penn-da-benn er bloavezhioù 1970/1980. Bremañ, 40% an Hippied a zo o deus kavet labour ha savet ur familh, ha neuze distroet da vod bevañ ar gevredigezh hag o doa stourmet a-enepti e-kerzh tout ar bloavezhioù-se.