Mont d’an endalc’had

Gwitalmeze

Eus Wikipedia
Gwitalmeze
An vourc'h.
An vourc'h.
Ardamezioù
Anv gallek (ofisiel) Ploudalmézeau
Bro istorel Bro-Leon Bro-Leon
Melestradurezh
Departamant  Penn-ar-Bed
Arondisamant Arondisamant Brest
Kanton Gwitalmeze (betek 2015)
Plabenneg (abaoe 2015)
Kod kumun 29178
Kod post 29830
Maer
Amzer gefridi
Marguerite Lamour
2008-2026
Etrekumuniezh KK Bro an Hirwazh
Bro velestradurel Bro Brest
Lec'hienn Web (e galleg)
Poblañsouriezh
Poblañs 6 333 ann. (2020)[1]
Stankter 273 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
48° 32′ Norzh
4° 39′ Kornôg
/ 48.53, -4.65
Uhelderioù bihanañ 0 m — brasañ 84 m
Gorread 23,18 km²
Lec'hiañ ar gêr
Gwitalmeze

Gwitalmeze ([ɡɥi.talˈmeː.ze]) zo ur gumun e Bro-Leon, e departamant Penn-ar-Bed, e gwalarn Breizh. Betek 2015 e oa penn Kanton Gwitalmeze.

  • Bernard Tanguy ː Plebs Telmedovia, 884 ; Ploedalmezeu, c. 1330, 1467 ; Ploedalmezeau, Guytalmezeau, 1544.
  • Erwan Vallerie ː Plebs Telmedovia, 884 ; Ploedalmezeu, c. 1330 ; Ploedalmezen, 1516 ; Guytalmezeau, 1544 ; Ploutalmezauff, 1629 ; Ploudanmezeau, 1630 ; Guytalmeseau, 1636.
  • Gerdarzh diasur .
Rannet : ouzh 1 en erminoù ; ouzh 2 troc'het en glazur e bemp grizilhon lammellet en argant ha treustellet etre aour ha gul.
  • Diwar ur mennozh gant an Ao. & It. Caraes
  • Diviz kuzul-kêr: Miz Du 1978
Sturienn
  • « Mar kar Doue, da vat ez ay »
  • Savet eo diwar euredenn div familh eus ar c'horn-bro, ar familh Du Chatel hag ar familh Kerlec'h ; ger-stur ar familh Du Chatel e oa Mar car doue, tra ma oa Da vat ez ay hini ar re Gerlec'h.
  • Gwitalmeze zo ur barrez kozh a oa savet diwar Gwitalmeze, Sant-Pabu ha Lambaol-Gwitalmeze a-vremañ.
  • Ar bourk kozh a oa lec'hiet e kêriadenn Gwitalmeze-Gozh hag a oa dindan Eskopti Leon.
  • Mervel a reas 145 gwaz eus ar gumun abalamour d'ar brezel, eleze 3,89% ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[3].
  • Mervel a reas 46 den ag ar gumun abalamour d'ar brezel[4].
  • D'an 30 a viz Kerzu 1942 e kouezhas ur c'harr-nij B-17F-10-BO (anvet "Short Snorter", marilhet 41-24449 ha kodet LL-B) eus aerlu ar Stadoù-Unanet (United States Army Air Forces) e Porsal e Gwitalmeze gant dek den en e vourzh ; daou anezhe a voe lazhet, ne voe ket adkavet ar c'horfoù all[5].

Brezelioù didrevadennañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Mervel a reas tri milour eus ar gumun[6].
  • D'ar 16 a viz Meurzh 1978 ez eo aet al lestr Amoco Cadiz d'ar strad e-tal Porsal, gantañ 232 182 donenn a betrol.

Ar Brezoneg er Skol

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • 1934-1936 : ar c'huzul-kêr a savas a-du gant ar mennad skignet gant al luskad Ar Brezoneg er Skol (ABES) evit kelennadurezh ar brezhoneg er skol[8].
  • Ur skol Diwan a zo eno abaoe 1977. An hini gentañ e oa eus ar rouedad.
  • E distro-skol 2023 e oa enskrivet er skol Diwan hag er c'hlasoù divyezhek 103 skoliad (14,6 % eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez)[9]

Monumantoù ha traoù heverk

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Iliz Sant-Pêr
  • Dolmen Guilliguy, e Portsall
  • Krugell-vein Enez Karn
  • Peulven bolzek Sandrione
  • Peulven plasenn ar Gezeg
  • Iliz sant Pêr (XVIIIvet-XIXvet)
  • Iliz Itron-Varia ar Skapular (1895-1921-1956)
  • Chapel sant Elar, e Kerdanou (XIXvet)
  • Maner Kereunou (XVvet)
  • Maer Lestremeur (XVvet-XIXvet)
  • War ar porzh e kaver eor ar vag gwallvrudet Amoco Cadiz, a oa aet d'ar strad d'ar 16 a viz Meurzh 1978 e-tal Porsal.
  • E kumun Gwitalmeze emañ Enez Karn.

Bezioù-brezel ar C'hommonwealth e bered ar gumun

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bro Niver a soudarded
Banniel Kanada Kanada 1 (Tirlu), dianav
Banniel Kanada Kanada 3 (Aerlu)
Banniel ar Rouantelezh Unanet Rouantelezh-Unanet 4 (Aerlu)
Hollad 8

Ar 7 karrnijour a varvas e-pad an Eil Brezel Bed, hini an tirlu a voe kavet er mor e miz Gwengolo 1918, e-pad ar Brezel-bed kentañ[10].

Emdroadur ar boblañs abaoe 1962

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Niver a annezidi

Melestradurezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ti-kêr Gwitalmeze.
Roll maered ar gumun
Mare Anv Strollad Karg
27 Du 1791 16 Meurzh 1793 François Barbier Noter
16 Meurzh 1793 23 C'hwevrer 1794 Gilbert-Jean Carof
23 C'hwevrer 1794 8 Kerzu 1795 Pierre Jaouen de Lestrémeur
8 Kerzu 1795 1800 Guillaume Balc’h Noter
1800 1807 Yves Guéguen
1807 1815 Jacques Riou
1815 1817 Joseph Le Balc’h Noter
1817 1828 Maurice Rosec-Maisonneuve Medisin
1828 1835 Jean-Vincent Colin
1835 1840 Maurice Rosec-Maisonneuve
1840 1864 Alexis Julien Noter
1864 1898 Bénoni Guillard Noter. Kuzulier-arondisamant
1898 1942 Jules Fortin Alvokad, mab-kaer ar maer a-raok. Senedour etre 1908 ha 1921
1942 1944 Jean Carof
1944 29 Ebrel 1945 François Kerleroux Prezidant an Dileurierezh Ispisial
29 Ebrel 1945 1956 Jean Caraës Medisin
1956 19 Mae 1961 François Squiban
19 Mae 1961 18 Meurzh 2001 Alphonse Arzel UDF Labourer-douar. Senedour (1980-1998) ha kuzulier-meur (1967-1985)
18 Meurzh 2001 e-kerzh Marguerite Lamour UMP/LR Kannadez (2002-2012) ha kuzulierez-departamant adalek 2015
N'eo ket anavezet c'hoazh an holl fedoù.
  • Alphonse Arzel (1927-2014), politikour bet maer eus Gwitalmeze etre 1961 ha 2001, ha senedour.

Ardamezeg ar familhoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Barbier / Bar Ver
Aotrounez Kernatoux
En argant e ziv dreustell en sabel
Mathezou
Aotrounez Keruznou
En argant e sourin en sabel karget gant teir steredenn en argant

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Wikeriadur
Sellit ouzh ar ger Gwitalmeze er
wikeriadur, ar geriadur frank.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Embannadurioù Flohic : Le Patrimoine des communes du Finistère. 1998
  • Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne
  • Bernard Tanguy : Dictionnaire des noms de communes, trèves et paroisses du Finistère. Chasse-Marée. ArMen. 1990
  • Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995

Notennoù ha daveoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. Kristof Jezegoù, Hor Bro e-pad ar Revolusion, Ti-moullañ Ar Bobl, Karaez, 1915, pajenn 42
  3. Memorial Genweb
  4. Memorial Genweb
  5. Pertes USAAF Finistère
  6. Memorial Genweb
  7. Fichenn hiniennel - Memorial Genweb
  8. Marsel Guieysse, La langue bretonne : ce qu'elle fut, ce qu'elle est, ce qui se fait pour elle et contre elle, pajenn 265, Kemper, Nouvelles Éditions Bretonnes, 1936
  9. Distro-skol ar c’helenn divyezhek
  10. Commonwealth War Graves Commission