Mont d’an endalc’had

Gwenfrewi

Eus Wikipedia
Feunteun Gwenfrewi e Treffynnon

Gwenfrewi (Gwenffrewi e kembraeg) a oa ur santez vrezhon e deroù ar VIIvet kantved en hanternoz Kembre.

Etre istor ha mojenn

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Anavezet eo dre buhezskridoù eus an XIIvet kantved. Hervezo e oa merc'h da Tefyth eus Tegeingl, hag he mamm, Gwenlo, a oa c'hoar da sant Beuno.

Karet e oa gant ur pinvidig anvet Caradog, ha pa nac'has-hi c'hoari daou gantañ e troc'has-eñ he fenn gant e gleze.

Ul lec'h pirc'hirinañ a bouez er Grennamzer e oa Treffynnon. Lidet e vez he gouel d'an 3 a viz Du.