Mont d’an endalc’had

Gwegon

Eus Wikipedia
Gwegon
Kastell Tregaranteg.
Kastell Tregaranteg.
Ardamezioù
Anv gallaouek Gégon
Anv gallek (ofisiel) Guégon
Bro istorel Bro-Gwened
Melestradurezh
Departamant Mor-Bihan
Arondisamant Pondi
Kanton Ploermael
Kod kumun 56070
Kod post 56120
Maer
Amzer gefridi
Jean-Marc Dubot
2014-Eost 2015[1]
Etrekumuniezh Ploermael Kumuniezh
Bro velestradurel Bro Ploermael - Kalon Breizh
Lec'hienn Web www.guegon.fr
Poblañsouriezh
Poblañs 2 261 ann. (2020)[2]
Stankter 42 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
47° 56′ 19″ Norzh
2° 33′ 48″ Kornôg
/ 47.9386111111, -2.56333333333
Uhelderioù kreiz-kêr : 80 m
bihanañ 27 m — brasañ 162 m
Gorread 53,52 km²
Lec'hiañ ar gêr
Gwegon


Gwegon a zo ur gumun eus Breizh e Kanton Ploermael e departamant ar Mor-Bihan.

  • J.-Y. Le Moing (1990) :" Guezgon, 1283; Gezgon, 1330"
  • Erwan Vallerie (1995) : "Guezgon, 1284; Gezgon, 1330; Guegon, 1387; GuegouGuegon, 1453; Gueugon, 1654
  • "palefarzhet; ouzh 1 en gul e dri tour-iliz en aour, an hini kreiz hebiaet gant daou bihanoc'h; ouzh 2 en argant e ziv dreustell kommek en glazur; ouzh 3, geotet e sourin en argant karget gant teir brizhenn erminig; ouzh 4 en gul e deir danvoezenn en aour"
  • Klasoù divyezhek a zo eno abaoe 2000.
  • E distro-skol 2024 e oa 41 skoliad enskrivet er c'hlasoù divyezhek (27,7 % eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez)[3].
  • Melestradurezh: krouet e voe kumun Gwegon e 1790. Gant al lezenn eus an 23 a viz Eost 1790 e voe lakaet da benn ur c'hanton, hini Gwegon, gant teir c'humun ennañ: Gwegon, Killi ha Sant-Servant-an-Oud; e Bann Josilin edo. Diskaret e voe kanton Gwegon ha lakaet Gwegon e Kanton Josilin, bet miret ha brasaet gant lezenn an 8 pluviôse an IX (28 a viz Genver 1801), dezhi an titl loi portant réduction du nombre de justices de paix. Lakaet e oa bet Gwegon en Arondisamant Ploermael bet krouet e 1800[4],[5].
  • Dekred eus ar 26 a viz Du 1790 war al le ret: embannet e voe bout mennet da nac'h al le ouzh ar Roue, ar vro hag al lezennoù gant ar person, Julien Gicquello e anv, ar c'hure Merlet, hag ur beleg, Gandon e anv, eus parrez Gwegon ha gant Guillaume Orio, kure trev Tregaranteg[6]. Evit bout nac'het touiñ e 1791 e voe bac'het Julien Giquello e Gwened, dre ma oa triugentvloaziat; distreiñ a reas d'e barrez goude an Emglev etre ar Pab Pi VII ha Bonaparte e 1801; Guillaume Orio a nac'has touiñ memes mod, bac'het e voe e Porzh-Loeiz e 1792 a-raok bout kaset en harlu da Spagn. L.-F. Vandergracht, priol-person Koed-Bugad, a douas al le e penn-kentañ 1791 ha d'an 3 a viz Meurzh e voe dilennet person touer e Mozhon[7].
  • Trubuilhoù: un emgann a voe etre Gwegoniz ha Republikaned Josilin e 1792, hanter-hent etre an div vourc'h[8].

Monumantoù ha traoù heverk

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Iliz katolik Sant Pêr ha Sant Paol.
  • Iliz katolik Intron-Varia.
  • Kastell Tregaranteg.
  • Monumant ar re varv.

Emdroadur ar boblañs abaoe 1962

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Niver a annezidi

Melestradurezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Roll maered ar gumun
Mare Anv Strollad Karg
→ bremañ
2014 Eost 2015 Jean-Marc Dubot[12],[13],[14]
1983 2014 Joseph Samson Kloareg-noter, Kuzulier-departamant (abaoe 1998)
1959 1983 Yves du Halgouët RI Kuzulier-departamant, Depute (1945-1973)
1876 ? Pierre Marie Glais
1874 1876 François Olivier
1862 1874 Joseph Marie Le Floc
1852 1862 Pierre Marie Malaboeuf
1844 1852 Jacques Malaboeuf
1835 1844 Mathurin Julien Michel
1833 1835 Abel Le Floc
1830 1833 François Guillo
1802 1830 François Merlet
1802 1802 Julien Le Blays, pe Le Blaye
1800 1802 Thomassin
1797 1800 Pierre Gicquel
1793 1797 Pierre Geffray
1793 1793 Trévalinet
1793 1793 François Le Blanc
N'eo ket anavezet c'hoazh an holl fedoù.
  • Julien Le Blaye, pe Le Blaye, noter ha prokulor e Gwegon, merour e Bann Josilin e 1790, bet dilennet da Lez-Varn ar bann e 1792, brogarour mat ha gredus hervez Prieur de la Marne; dilezel a reas e garg a varnour evit mont da verour ar bann d'ar 14 nivôse an II (3 a viz Genver1794). Da c'houde e voe maer e Josilin ha klask a reas mont da varnour a beoc'h e 1807[15].
  • Abad Henri Glllard, ganet er bloaz 1901, anvet person Trec'horanteg e 1942. En deus graet adsevel eno iliz santez Onenn, o klinkañ gant gwerennoù-livet ha tresadennoù awenet diwar mojenn ar Roue Arzhur.

Ardamezeg ar familhoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
d'Avaugour,

Aotrounez Kelenn

En argant e gab en gul

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014
  • Jean-Yves LE MOING : Les noms de lieux bretons de Haute Bretagne. Coop Breizh. 1990
  • Erwan VALLERIE : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez * Corpus * Traité de toponymie historique de la Bretagne. An Here. 1995

Daveoù ha notennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Dilennadegoù bet nulaet e miz Eost 2015 ouest-france.fr
  2. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  3. Distro-skol ar c’helenn divyezhek
  4. Cassini - EHESS - Gwegon - Fichenn ar gumun
  5. Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, pajennoù 115, 314 ha 363
  6. Sinet e voe an destenn gante, daoust d'ar barrez bout en eskopti Gwened; Adhésion de Messieurs les Recteurs, Curés et autres ecclésiastiques du diocèse de Saint-Malo, en Bretagne, A l'exposition des principes sur la Constitution du Clergé, adressée à MM. les Evêques députés à l'Assemblée nationale, Imprimerie de Crapart, place Saint-Michel, Pariz, Bro-C'hall, pajenn 11
  7. infobretagne Joseph-Marie Le Mené, "Histoire des paroisses du diocèse de Vannes", Gwened, 1891
  8. infobretagne Joseph-Marie Le Mené, "Histoire des paroisses du diocèse de Vannes", Gwened, 1891
  9. memorialgenweb - Monumant ar re varv
  10. René Le Guénic, Morbihan - Mémorial de la Résistance, 1998, pajennn 65
  11. memorialgenweb - Monumant ar re varv
  12. Eilpennet disoc'h ar votadegoù gant Lez-varn velestradurel Roazhon maville.com
  13. met savet ur reked dirak ar C'huzul-stad Ouest-France, d'ar 6 a viz Even 2014
  14. ha nulaet an dilennadegoù gant ar C'huzul-stad e miz Eost 2015 ouest-france.fr
  15. Jean-Louis Debauve, La Justice révolutionnaire dans le Morbihan, e ti an aozer, Pariz, 1965, pajenn 83