Gwallerezh
Iskevrennad eus | tagadenn reizhel |
---|---|
Efed | psychological trauma, gloazadenn |
Dezverket dre | sexual penetration, absence |
Pleustret gant | rapist |
Rummad tost | Category:Rapists |
Ar gwallerezh pe palforserezh eo an anvioù a roer d'an darempred reizhel graet dre heg gant un den enep da youl un den all.
Dre vras e komzer eus enlakaat tra pe dra en organoù reizhel un den. En XXIvet kantved ec'h eo un torfed hervez lezennoù an darn vrasañ eus ar broioù, petra bennak ma c'hall kemmañ ster ar ger hervez ar broioù. E Kanada n'eus ket anv a wallerezh evel e Bro-C'hall, da skouer, met eus arsailh reizhel, ar pezh a dalv kement hag ur stokadenn reizhel graet enep da youl un den.
Henamzer
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Hellaz kozh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E mojennoù Hellaz kozh e veze gwallet tud gant an doueed ha doueezed, ha Zeus a roe ar skouer fall gant an holl nimfenned (Io n'eo nemet unan anezho) arsailhet gantañ, ma vage fulor e wreg evel-se. E-touez an dud e veze skrapet merc'hed, ha graet an eured goude, evel ma vez graet c'hoazh e pobloù zo (Tchetchened). Gant Hades e voe skrapet Persefone, gant Apollon e voe Dafne; gant Aias Oileos e voe Kassandra, gant Hektor, Andromac'he; gant Ac'hilleüs, Polyksene...
En Hellaz kozh e veze kastizet ar maouezed avoultr, dre heg evel dre gaer. Ar gwaz a c'halle kaout serc'hed.
Roma gozh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En amzerioù koshañ en devoa ar pater familias gwir a vuhez hag a varv war dud e diegezh, ha war ar maouezed ivez eta.
Krennamzer
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Er Grennamzer e weler o tont war wel ar Ius primae noctis, gwir an nozvezh kentañ, kemeret gant an aotrou, a c'halle hervez ar boaz, kaout darempred reizhel gant ur plac'h divoulc'h hag a oa sklavez war e zouar pa zimeze d'ur sklav all dezhañ.
Eus kement-se ez eus kaoz en oberennoù evel Fuenteovejuna, gant Lope de Vega hag en La catedral del mar gant Ildefonso Falcones.
Gwallerezh er brezel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
|
Lennegezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Meur a oberenn zo bet awenet gant gwallidigezh Lucretia.
- Koll-digoll brezel, ur romant gant Anne Guillou, lakaet e brezhoneg gant Herve Lossec hag embannet gant Skol Vreizh e 2014, a gont istor ur plac'h eus Bro-Leon gwallet gant ur soudard amerikan da vare an Dieubidigezh.
Pennadoù kar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (fr) Libération, 15/05/2015
- ↑ (fr) « Jean-Pierre Chevènement justifie le viol des enfants Centrafricains par les militaires français. » : Cameroon Voice, 04/05/2015