Gourenez Rewiz
Gourenez Rewiz eo anv ar c'hourenez eus Bro-Wened a serr Mor Bihan Gwened er c'hreisteiz, ha dezhi ur stumm hir ha strizh a-walc'h (4-10 km). Ar pemp kumun zo enni a ya d'ober kanton Sarzhav e departamant ar Mor-Bihan.
An anv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gourenez Rewiz meneget evel ar Pagus Reuuisii er VIvet kantved. Hervez ar c'helenner Léon Fleuriot e c'hallfe dont an anv eus an henvrezhoneg *ro-wid-t- “hewel, brav da welet, a weler mat"[1].
Kumunioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pemp kumun zo
- Sarzhav eo ar vrasañ, dezhi 62 % eus gorread ar c'hourenez, ha penn kanton Sarzhav anezhi;
- Arzhon, enni ar C'hroesti ha Porzh-Noaloù.
- Sant-Armael, distaget diouzh Sarzhav en XIXvet kantved,
- Lokentaz.
- Tro-Park, distaget diouzh Sarzhav en XIXvet kantved.
Hin
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Un hinad tomm a-walc'h a zo er c'hourenez hag eno e veze gounezet gwiniegi betek deroù an XXvet kantved c'hoazh.
Gant annezidi ar Ragistor e oa bet savet krugelloù (meur a grugell a zo en Arzhon), met an darvoud koshañ eo bet diazezidigezh ar manati savet gant sant Gweltaz e Lokentaz er VIvet kantved. Gweltaz, deuet eus Bro-Gembre, a savas un nebeud lochennoù en ul lec'h digenvez nepell eus an aod e-giz ma oa kustum ar venec'h keltiek er mare-se. Pa oa bet distrujet ar manati gant ar Vikinged er IXvet kantved e voe adsavet e mein en XIvet kantved gant dug Breizh Jafrez Iañ. Pelloc'h e voe anvet Abelard da abad hag eñ kaset amañ en harlu en XIIvet kantved.
Darn eus ar c'hourenez a yeas e domani an Duged abred a-walc'h hag e voe savet ur c'hastell-kreñv hag ur park kloz e Susinioù, ur gêriadenn eus parrez Sarzhav. Adsavet e voe ar c'hastell er XVvet kantved ha gwelet a reer e zismantroù bras kempennet tamm-ha-tamm gant Kuzul-Departamant ar Mor-Bihan. Roet e voe darn eus Sarzhav evel enebarzh da zugez Breizh, Frañseza Amboise, intañvez Pêr II. An dug Yann IV a roas ar frankiz kêr d'ar c'hourenez en he fezh e 1442 ken ez eas dezhi an droed da zilenn kannaded d'ar Breujoù.
Tud
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Arzourien bet awenet gant Gourenez Rewiz
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Renée Carpentier-Wintz (1913-2003), livourez c'hall
Gwelet ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Léon Fleuriot, Le vieux-breton, éléments d'une grammaire, 1964, p.67 & 96.
Liamm diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Pays de Rhuys (fr)