François de Beaulieu
Ekologiezh eo danvez ar pennad-mañ | |
---|---|
Chom a ra labour d'ober warnañ c'hoazh. Gallout a rit gwellaat anezhañ dre labourat warnañ. |
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Frañs |
Anv-bihan | François |
Anv-familh | de Beaulieu |
Deiziad ganedigezh | 24 Du 1947 |
Yezhoù komzet pe skrivet | galleg |
Micher | skrivagner |
Lec'hienn ofisiel | http://www.francoisdebeaulieu.fr/ |
François de Beaulieu zo ur skrivagner breizhat, en deus skrivet kalz diwar-benn an natur e Breizh. Mab eo d'ur pastor alaman, ha diskennad d'ur familh protestanted repuet e Prus da vare ar Brezelioù ar relijion.
François de Beaulieu a grog e vuhez stourmer e Paris e 1967. Tost eus ar metoù saviadelour e kemer perzh e darvoudoù Mae 68. Degemeret eo eta en Etrevroadel saviadelour e fin ar bloavezh. Skarzhet eo eus ar strollad avat e 1971. Distreiñ a ra neuze da Vreizh, da Vontroulez, er bloavezhioù 1970, e lec'h ma krog da zaremprediñ ar metoù ekologour. Adalek 1975 e ren ar stourm a-enep ar raktres kreizenn nukleel e Beg-ar-Fri. Krouiñ a ra ivez Montroulez Ekologiezh, hag en em ginnig a raio dindan an anv-se da goulz dilennadegoù lezennat 1978. 2,75% eus ar mouezhioù a yeas gantañ. Ar bloavezh war-lerc'h eo 25vet war listenn an ekologourien, Europe Écologie, evit dilennadegoù europat 1979. Sekretour meur Breizh vev eo dibaoe 1998. Meur a levr en deus bet skrivet war an natur e Breizh.
Un nebeud levrioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Mer vivante en Bretagne,
- Quand on parle du loup en Bretagne,
- La Bretagne - idées reçues,
- Bretagne sauvage,
- Les jeux des Bretons,
- Mon père, Hitler et moi