Forc'h
Neuz
![](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/8/80/Pitchfork_in_July_2006.jpg/220px-Pitchfork_in_July_2006.jpg)
Ur forc'h zo ur benveg houarn daouvizek, pe tribizek, pe pevarbizek, dezhi un troad hir da dapout plouz pe foenn peurvuiañ, teil pe douar a-wechoù, hervez he bizied.
- Ur gwif a vez graet eus ur forc'h daouvizek. Hennezh a servij da gemer foenn kentoc'h.
- Ur forc'higell a vez graet gant tud zo eus ur fourchetez.
- Ur Vari-forc'h zo kement hag ul loudourenn.
-
Ur forc'h pempbizek
Lennegezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Er romant Emgann Kergidu ez eus anv eus ur c'habiten gall zo bet bornet gant un taol forc'h ; pelloc'h ec'h anavez ar c'houer war an hent hag e laka e fuzuilhañ.