Flamenco
Ar flamenco zo ur seurt sonerezh hag un dañs krouet gant Jipsianed Andalouzia, diwar sevenadur poblek ar sevenadurioù zo bet en o bleuñv e-pad kantvedoù eno, ar sevenadur arab peurgetket. En deroù e oa ar flamenco ur c'han (cante) a cappella, an toná, a veze kanet en tric'horn savet gant Triana, Jerez ha Cádiz.
Enskrivet eo bet ar flamenko e glad sevenadurel ha difetis an denelezh gant an UNESCO d'an 16 a viz Du 2010[1].
Ar flamenco hiziv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Abaoe e orin e c'hoariva poblek an XVIIIvet kantved, ar pep brasañ eus an dañserien hag eus ar sonerien flamenco a zo tud a-vicher. Lod eus an arzourien a zeske o-unan ha lod a ra c'hoazh met peurliesañ e vez kelennet ar flamenko d'ar gorollerien, d'ar sonerien ha d'ar ganerien. Hiziv an deiz e heuilh ar pep brasañ eus ar c'hitarourien ur c'helenn micherel start hag alies e vezont gouest da lenn ha da seniñ sonerezh a bep seurt evel hini ar gitar klasel pe ar jazz ha kalz dañserien ha heuilh kentelioù barrez ha dañs a-vremañ ouzhpenn ar flamenko.
Flamenko a c'haller gwelet e pevar seurt degouezhioù : er juerga, e tavarnioù bihan, e sonadegoù hag er c'hoariva.
Ar juerga zo ur festig jipsian difurmel (evel ur session sonerezh eus Iwerzhon pe ur "jam session" jazz). Koroll zo, kan, palmas (stlakadennoù daouarn), peotramant e tabouliner diouzh al lusk ouzh an daol pe ur c'hef orañjez kozh. Ar c'henarroud-se a laka unan da soñjal er sonerezh krouet gant ur rummad tud paour all, ar blues.
Hengoun an davarnioù bihan a chom bev. Ar ganerien eo kalon hag ene an arvestoù. Ur Peña Flamenca zo ur plas d'en em vodañ pe ur strollad sonerien pe arzourien flamenko. "tablaos" zo ivez, anezhe stalioù diwanet e-pad ar bloavezhioù 1960 e Bro-Spagn a-bezh hag a gemeras lec'h ar café cantante. An tablaos a c'hall kaout o c'humpagnunezh arzourien evit pep arvest. Kalz arzourien brudet war an dachenn etrebroadel o deus komañset o esped e tablaos flamencos, evel ar c'haner brudet Miguel Poveda a grogas da ganañ en "El Cordobés", e Barcelona.
Er sonadegoù a stumm hengounel e vez ur c'haner hag ur gitar hepken, met er sonadegoù gant dañs e vez peurliesañ daou pe tri gitar, ur c'haner pe muioc'h (kanañ a reont pep hini d'e dro, rak ar c'hanerien flamenko a gan en o-unan), hag un dañser(ez) pe muioc'h. Unan eus ar ganerien a c'hall seniñ ar cajon ma n'eus soner cajon ebet, hag an holl arzourien a stlako o daouarn e lusk memes ma'z eus palmeros, tud a-ratozh da stlakal o daouarn e lusk. En Nuevo Flamenco pe flamenko nevez e c'haller klevet ivez fleütennoù pe saksofonoù, piano pe benvegoù all a seurt-se, pe zoken ar gitar boud pe ar gitar tredan. Camarón de la Isla zo unan eus an arzourien a vrudaas ar stumm flamenco-se.
Erziwezh ez eus, just evel gant an diaraogerien, ur flamenco a vez sonet er c'hoarivaoù. Koulskoude ez eo deut da vezañ bremañ un arvest ledanoc'h ha sofistiket anezhañ e-unan, hag a c'haller keñveriañ d'un arvest barrez.
Palos
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar stummoù sonerezh Flamenko zo anvet palos. Renket e vez ar sonioù e palos hervez perzhioù evel patrom diazez o lusk, stumm ar pozioù kan, hag orin geografek. En tu all da 50 palos flamenko disheñvel zo, daoust ma vez implijet lod ral a wezh.
Hengounioù zo liammet ouzh pep palo. Lod anezhe a vez kanet hep sonerezh, e-skoaz re all a vez kanet gant skoazell ur gitar pe ur benveg all da gustum. Koroll a vez da-heul lod eus ar seurtoù kanaouennoù hepken. Lod a vez kanet gant ar wazed ha lod all gant ar maouezed, ha lod all c'hoazh a c'hall bezañ kanet gant an eil re pe ar re all. Kalz eus an hengounioù-se zo o vont da get avaat. Ar Farruca, da skouer, a vez kanet alies gant ar maouezed ivez bremañ.
Renket e vez ar Palos e tri strollad. Ar stummoù siriusañ a vez anvet cante jondo (pe cante grande), e-skoaz e vez graet cante chico eus stummoù skañvoc'h ha strantaloc'h. Ar fed ma'z eo ar palo a orin jipsian pe get en deus ur pouez en doare d'e renkañ. Ar stummoù na glotont gant hini eus an daou strollad-se a vez anvet cante intermedio.
An dañs
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]El baile flamenco, an dañs flamenco, zo brudet abalamour d'ar from kreñv, aer balc'h an dañserien, implij livus an divrec'h ha stlakerezh an treid e lusk ouzh al leur. Evel holl ar seurtoù dañs ez eus diorroet kalz stummoù flamenko.
Gallout a raer gwelet ar flamenco dañset e furm ar muiañ gwirion en dimezioù jipsian hag er festoù e Bro-Spagn. Nebeutoc'h a deknik uhel zo er flamenco jipsian, met ar sonerezh hag ar pazioù zo heñvel. An divrec'h a vez implijet en un doare disheñvel diouzh hini ar flamenco klasel, krommet en-dro d'ar penn ha d'ar c'horf kentoc'h evit astennet, alies gant un ilin pleget.
Ar Flamenco puro a vez sellet outañ evel ar stumm flamenko tostañ da stumm orin an dañs jipsian. Er stumm-se e vez atav un dañser hepken, hag ijinet e vez a-vuzul d'an dañs kentoc'h evit koregrafiet. Lod a zisplij ar rigedagoù dezhe (daoust ma c'haller o gwelet e kalz poltredoù dañserien eus deroù an XXvet kantved).
Ar seurt dañs a vefe graet "flamenko" anezhañ gant ar pep brasañ eus an Europeaned zo ur stumm dañs kenwerzh, aozet evel un arvest evit an douristed. Da cheñch un tamm e vez aozet dañsoù a-stroll, ha memes an dañsoù e solo a vez koregrafiet peurliesañ. Ar saeoù bras marellet gant fanfarluchoù a zo savet war batrom ar saeoù gwisket da vare Feria bloaziek Sevilla (Ar sae orin zo re strizh da zañsal!).