Mont d’an endalc’had

Feulster gant armoù-tan

Eus Wikipedia

Ar feulster gant armoù-tan eo an hollad fedoù feuls kaset da benn a-drugarez da armoù-tan, bihan o c'halibr peurliesañ (da lavaret dindan 20 mm), pe e vefent armoù-skoaz pe armoù-dorn. Tro 250.000 den a zo marvet er bed abalamour d'an armoù-tan e 2019, da lavaret eo war-dro 685 bemdez[1]. Ar braz anezhe (71%) a oa lazhadennoù. 21% anezhe a oa emlazhioù hag 8% anezhe gwallzarvoudoù[2].

Kartenn an niver a armoù-tan sivil evit 100 den e pep bro (2007)

E 2019 e oa c'hoarvezet an div drederenn eus an oberoù feuls gant armoù-tan (er-maez eus ar brezelioù) e c'hwec'h bro nemetken : Brazil, Stadoù-Unanet Amerika, Venezuela, Mec'hiko, India ha Kolombia[2]. Nav den lazhet gant armoù-tan diwar dek a oa paotred. An dud du o c'hroc'hen, gwelet evel izili minorelezhioù pe o chom e karterioù paour o dez muioc'h a riskloù da vezañ lazhet gant un arm-tan[1].

An niver a lazhadennoù dre armoù-tan evit 100.000 annezad a zo uheloc'h en El Salvador, Venezuela, Guatemala, Kolombia, Inizi Gwerc'h ar Stadoù-Unanet, Brazil, Puerto Rico, Bahamas, Belize hag Honduras (en urzh adalek an hini uhelañ)[2]. N'eo ket stag dre ret an niver a lazhadennoù dre armoù-tan ouzh an niver a armoù perc'hennet er vro evit 100 den, pe e vefent disklêriet pe get : uheloc'h eo an niver-mañ e broioù hag a zo izel o niver muntroù (32,36 arm-tan evit 100 annezad e Finland, 31,74 en Island pe 27,58 e Suis) evit e broioù Kreizamerika pe norzh Suamerika meneget a-us (18,47 e Venezuela, 12,13 er Guatemala, 11,96 en El Salvador pe 10,13 e Kolombia da skouer)[3].

Hervez ar vro

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hervez Small Arms Survey e oa war-dro 12,7 milion a armoù-tan e Frañs e 2018. Un drederenn anezhe hepken (4.501.235) a oa disklêriet[3].

War ziskar e ya an niver a dud lazhet gant armoù-tan e Frañs hervez ar CépiDC : 2187 e 2005, 1.793 e 2010 ha 1.594 e 2014[4]. E 2019 e oa 3,23 marv dre arm-tan evit 100.000 annezad e Frañs (10,34 er Stadoù-Unanet da skouer). Emlazhioù eo al lod brasañ eus ar marvioù-se (2 evit 100.000 annezad, da lavaret eo tost d'an div drederenn eus ar marvioù dre arm-tan). 222 den a oa marvet abalamour da fedoù feulster a-berzh un den all (drouklazhoù stag ouzh an trafikerezh drogaj pe e diabarzh ur c'houblad da skouer)[2]. Ar peurrest eus ar marvioù dre armoù-tan a zeue eus gwallzarvoudoù-chase da skouer (7 evit ar mare-chase 2018/2019) pe eus abegoù nann-termenet. An niver a wallzarvoudoù-chase marvus a ya war zigresk ingal abaoe un ugent vloaz bennak : 29 e 2003/2004, 16 e 2013/2014 ha 6 e 2022/2023[5].

Ral-tre eo al lazhadegoù a-yoc'h e Frañs. Peurliesañ int stag ouzh fedoù sponterezh (17 den marv er gwalldaol e ti Charlie Hebdo ha tro-dro e miz Genver 2005, pe 129 den lazhet e gwalldaolioù an 13 a viz Du 2015 e Pariz). 8 den a voe lazhet a-drugarez da armoù-dorn d'ar 27 a viz Meurzh 2002, e dibenn un emvod kuzul-kêr e Nanterre (Hauts-de-Seine) gant un den gantañ kudennoù psikologel[6].

Stadoù-Unanet Amerika

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Keñveriadenn eus niver al lazhadennoù gant armoù-tan (barrennoù ruz) hag hep arm-tan (barrennoù gwer) e broioù an OCDE e 2010, renket hervez o niver hollek a lazhadennoù. Er Stadoù-Unanet eo e vez lazhet ar muiañ a dud gant armoù-tan.

Ouzhpenn 393 milion a armoù-tan a oa etre daouarn ar siviled er vro e 2018, da lavaret eo 1,2 arm dre annezad[3]. Poblañs ar Stadoù-Unanet a zo par d'an hanter eus poblañs an 22 vro binvidikañ er bed, met 82% eus ar marvioù dre arm-tan er broioù-se a oa c'hoarvezet er Stadoù-Unanet e 2010[7]. E 2022 e oa marvet da skouer 48.204 den dre arm-tan eno[1]. Ur Stadunanad diwar bemp a oa en e familh un den lazhet dre se[8]. Uheloc'h eo an niver a emlazhioù dre arm-tan eno ivez abalamour d'an aested evit prenañ unan, pa vez gwarezet o dalc'h hag o implij gant eil amandamant bonreizh ar vro[9]. War-dro an hanter eus ar marvioù dre armoù-tan e SUA a oa emlazhioù e 2021[10].

Lazhadegoù a-yoc'h (mass shootings)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Al lazhadegoù a-yoc'h, pe e vefent e skolioù, skolioù-meur pe lec'hioù publik, a zo bet ouzhpenn 4600 anezhe etre 2014 ha 2023[11]. N'int ket termenet resis en ur mod unvan, met peurliesañ e raer lazhadeg a-yoc'h (mass shooting) pa vez lazhet ouzhpenn 3 pe 4 den gant ar memes tenner pe strollad tennerien en ul lec'h. Skouerioù lazhadegoù a-yoc'h a zo anavezet er Stadoù-Unanet abaoe deroù an XXvet kantved da nebeutañ, evel e New Orleans (Louiziana) e miz Gouere 1900 (8 den lazhet, 20 gloazet) pe e Tuscumbia (Alabama) e miz Ebrel 1902 (8 den lazhet, 2 c'hloazet). Stag int a-wechoù ouzh abegoù gouennelouriezh, evel e Tulsa (Oklahoma) pa voe lazhet degadoù a dud du d'an 31 a viz Mae ha 1añ a viz Even 1921, pe abegoù politikel : e miz Even 1922 e voe lazhet 23 miner deuet da labourat evit terriñ un harz-labour en ur vengleuz e Herrin (Illinois) gant izili ar sindikad United Mineworkers of America[12]. Fuzuilhadeg kentañ ar mare a-vremañ en ur skol a c'hoarvezas d'ar 1 a viz Eost 1966 e skol-veur Austin (Texas) pa voe lazhet 17 den ha gloazet 31 gant Charles Whitman, ur studier bet soudard en USMC.

Lazhadegoù a-yoc'h vrasañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Eizh diwar an dek lazhadeg vrasañ e istor ar vro a zo bet kaset er XXI kantved. Ne gonter ket al lazherien en niveroù da heul.

Renk Lazhadeg Bloaz Lec'h Marvioù Tud gloazet Doare arm(où) implijet
1 Fuzuilhadeg Las Vegas 2017 Paradise (Nevada) 60 War-dro 867 Fuzuilhoù damaotomatek (kemmet evit lod gant lammoù bump-stock a-benn kaout ul lusk-tennañ tost d'un arm aotomatek), fuzuilh-vorailh ha revolver
2 Fuzuilhadeg er voest-noz Pulse 2016 Orlando (Florida) 49 58 Fuzuilh ha pistolenn damaotomatek
3 Fuzuilhadeg Virginia Tech 2007 Blacksburg (Virginia) 32 23 Pistolennoù damaotomatek
4 Fuzuilhadeg er skol kentañ-derez Sandy Hook 2012 Newtown

(Connecticut)

27 2 Fuzuilh damaotomatek, fuzuilh-vorailh ha pistolenn
5 Fuzuilhadeg e iliz Sutherland Springs 2017 Sutherland Springs (Texas) 26 22 Fuzuilh damaotomatek
6 Fuzuilhadeg er preti Luby's 1991 Killeen (Texas) 23 27 Pistolennoù damaotomatek
Fuzuilhadeg e stal Walmart El Paso 2019 El Paso (Texas) 23 23 Fuzuilh damaotomatek
8 Fuzuilhadeg McDonald's San Ysidro 1984 San Diego (Kalifornia) 22 19 Karabinenn, pistolenn ha fuzuilh-chase damaotomatek
9 Fuzuilhadeg Uvalde 2022 Uvalde (Texas) 21 18 Fuzuilh damaotomatek
10 Fuzuilhadegoù Lewiston 2023 Lewiston (Maine) 18 13 Fuzuilh damaotomatek
Eric Harris ha Dylan Klebold, lazherien 13 den da vare fuzuilhadeg Columbine (1999)

E-touez an abegoù meneget evit an niver uhel a lazhadegoù a-yoc'h er Stadoù-Unanet e kaver an aested da brenañ armoù damaotomatek. Enklaskerien evel ar bsikologourien Jean Twenge ha W. Keith Campbell o deus lakaet ar biz war narkisegezh ha distaol sokial al lazherien en ur gevredigezh stadunanat troet war-zu an hiniennelouriezh[13].

Daoust da eil amandamant ar vonreizh en deus lakaet ar gouarnamant-kevredad stadunanat lezennoù e plas evit lakaat harzoù da werzhañ hag implij an armoù-tan, en o zouez :

  • Gun Control Act (1968) : miret e vez anv, chomlec'h ha oad ar prener ; berzet eo gwerzhañ armoù d'an dorfedourien pe d'an estrañjourien e-maez lezenn ;
  • Lezenn Brady (1993) : ret eo da bep gwerzher armoù-tan kontroliñ profil ur prener a-drugarez d'ur fichennaoueg. Pemp devezh e rank gortoz un den etre ar mare ma c'houlenn prenañ un arm-dorn hag ar poent ma c'hell e gaout da vat [14];
  • Federal Assault Weapons Ban (1994) : difennet e oa gwerzhañ armoù damaotomatek 'zo produet goude 1994 pa vezent gwelet evel armoù-arsailh. Ur padelezh termenet a zek vloaz he doa al lezenn-mañ ; daoust d'al labour graet evit hiraat anezhi e voe dilezet e 2004.

Pep stad stadunanat a c'hall divizout he lezennoù dezhi war prenañ, dougen pe treuzdougen an armoù-tan, hervez o doare. Daoust da se e chom kreñv pouez lobby an armoù-tan evel an NRA. E 2013 int deuet a-benn da lakaat ar Sened da stankañ ul lezenn a ginnige berzañ gwerzh an holl armoù arsailh er vro[15].

Da glokaat.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • (fr) L'arme corse, gant Khaled Belkhiria, France 3 Corse, 2002, 53' : un teulfilm war plas an armoù-tan hag ar feulster stag oute e istor Korsika
  1. 1,0 1,1 ha1,2 (fr) Violence par arme à feu war lec'hienn Amnesty International (lennet d'ar 05/08/2024)
  2. 2,0 2,1 2,2 ha2,3 (en) Gun deaths by country 2024 war al lec'hienn World Population Review (lennet d'ar 05/08/2024)
  3. 3,0 3,1 ha3,2 (en) Global firearms holdings war lec'hienn Small Arms Survey (lennet d'ar 06/08/2024)
  4. (fr) Meneget er pennad Quels est le nombre moyen de morts par armes à feu chaque année en France (crimes, suicides, accidents) ?, war Libération, 05/10/2017 (lennet d'an 08/08/2024)
  5. (fr) Bilan des accidents et incidents de chasse 2022/2023, Office Français de la Biodiversité, p. 5, pellgarget d'an 08/08/2024
  6. (fr) JACQUET Léa, Tuerie de Nanterre : le traumatisme toujours présent, plus de 20 ans après les faits, France 3 Paris Île-de-France, 19/03/2024 (lennet d'an 08/08/2024)
  7. (en) PREIDT Robert, How US gun deaths compare to other countries, CBS News, 03/02/2016 (lennet d'ar 06/08/2024)
  8. (fr) La violence par armes à feu déclarée « crise de santé publique » par l’administrateur de la santé publique aux Etats-Unis, war Le Monde, 25/06/2024 (lennet d'ar 06/08/2024)
  9. (en) "A well regulated Militia, being necessary to the security of a free State, the right of the people to keep and bear Arms, shall not be infringed." meneget war lec'hienn ar Cornell Law School (lennet d'ar 06/08/2024)
  10. (fr) AUTRAN Frédéric, CLAIRE Alice, GUILLOT Julien, Aux États-Unis, les tueries de masse et les ventes d’armes battent des records, war lec'hienn Libération, 24/01/2023 (lennet d'ar 06/08/2024)
  11. (fr) MELOCHE-HOLUBOWSKI Mélanie, Violence par armes à feu aux États-Unis : 8 graphiques pour mieux comprendre, Radio-Canada, 26/10/2023 (lennet d'ar 06/08/2024)
  12. (en) Illinois cemetery search finds 1922 massacre victims, en Daily Herald, 15/11/2013 (lennet d'ar 06/08/2024)
  13. (en) TWENGE Jean, CAMPBELL W. Keith, The Narcissism Epidemic: Living in the Age of Entitlement, Atria Publishing Group, 2010, pp. 199-200
  14. (en) Brady Law war lec'hienn an ATF, 15/07/2021 (lennet d'ar 06/08/2024)
  15. (en) WARBURTON Moira, US Senate Republicans block assault-style weapons ban as mass shootings rise, 06/12/2023 (lennet d'ar 06/08/2024)