Mont d’an endalc’had

Erwan Hupel

Eus Wikipedia
Erwan Hupel
Obererezh Skrivagner, Troour
Ganedigezh d'ar 7 a viz Here 1975
e Roazhon,
Bro-Roazhon Bro-Roazhon,
Breizh
Yezh skrivañ brezhoneg, galleg
Enorioù priz Langleiz e 2013


Erwan Hupel, ganet d'ar 7 a viz Here 1975 e Roazhon, zo kelenner, skrivagner ha troour.

Bet eo o kelenn e Stumdi, a-raok dont da vezañ skolaer divyezhek er bloavezhioù 2000 ha kelenner war ar brezhoneg en eil derez hag e Skol-Veur Roazhon 2. Arbennikaet eo war studi al lennegezh vrezhonek. Doktor eo war ar C'heltieg (brezhoneg), ha kenezel eus Kreizenn Enklaskerezh Breizhat ha Kelt Skol-veur Roazhon 2. Goude bezañ graet ur memor DEA diwar-benn Strollad ar Vro Bagan, ur strollad c'hoariva en deus adroet lañs d'ar sevenadur er Vro-Bagan, en deus aozet en anv Labourva Breizh hag ar Broioù Keltiek e 2005 (bremañ anvet CRBC – Rennes 2) devezhiadoù gouestlet da Oaled ar Vro-Bagan kement ha kompren gwelloc'h treuzkas an identelezh, hag o klozañ gant ar soñj ez eus un emdroadur reneveziñ "mitologel" ur vro.

Savet en deus ivez un dezenn c'hallek e 2010 diwar-benn ar gelaouenn lennegel holl-vrezhonek Gwalarn ha kinniget dielfenniñ ar prantad a-bouez evit savidigezh ur bennskouer yezhoniel ha lennegel e Breizh hag e brezhoneg.

Bet eo ivez e penn Radio Kerne. Perzh en deus kemeret e-pad meur a vloaz e strollad c'hoariva Ar Vro Bagan.

Buhez personel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bet eo bet kannad Emgann e Brest e 2001[1]

Levrioù bugale

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Troidigezhioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Kêr al loened (troet diwar "Animal farm" gant George Orwell), Skrid, 2011 ;
  • An estren (troet diwar "L'étranger" gant Albert Camus), Skrid, 2016.

Bannoù treset

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Ar vBidochoned o veajiñ a-stroll (troet diwar "Les Bidochons en voyage organisé" gant Christian Binet), An Dalar, 2002

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]