Mont d’an endalc’had

Enez Sant-Paol (Alaska)

Eus Wikipedia
Enez Sant-Paol, en Alaska,
gwelet eus ur c'harr-nij

Enez Sant-Paol (Saint Paul Island e saozneg) zo un enezenn en Alaska e Mor Bering. An hini vrasañ eus an Inizi Pribilof eo, 104 km² dezhi. 532 a dud zo o chom enni, an holl e kêr Sant-Paol. An inizi tostañ eo an Enez Otter er mervent, hag an Enez Walrus er reter.

Kartenn an enezenn

Dizoloet e voe an enezenn da zeiz Pêr ha Paol, d'an 12 a viz Mezheven 1788 (hervez an deiziadur juluan en implij gant an ortodoksed), gant Gavriil Pribilov. War a seblant ne oa ket a dud o chom eno, met moarvat e oa un douar anavezet gant an henvroiz a-raok donedigezh ar Rused.

En XVIIIvet kantved e oa an Inizi Pribilof etre daouarn ar Rused. Gante e voe rediet un toullad Aleouted, eus an Inizi Aleout, pelloc'h er c'hreisteiz, da vont d'an inizi Pribilof da chaseal reuniged evito. Bevañ a rejont en dienez hag er sklavelezh evit reiñ tu d'ar Rused da binvidikaat gant gwerzh ar c'hrec'hin.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.