Enderun
Neuz
Enderun a oa ur skol savet dindan ren ar sultan Murat II hag a chomas digor betek bloavezhioù diwezhañ an impalaeriezh otoman (1908).
Kaset e veze enni mibien familhoù kristen a veve en impalaeriezh. Danvezioù liesseurt a veze kelennet evel ar relijion, al lennegezh, ar yezhoù (arabeg, perseg...), ar matematik, an douaroniezh, an arzoù...
Gant ur skol evel Enderun e c'helle an impalaeriezh stummañ tud diouzh hec'h ezhommoù. Goude o studioù ec'h ae an darn vrasañ eus al loreidi da servijout uhelidi ar Stad pe d'an arme (Janisered).
Adalek ren Süleyman ar Meurdezus e voe degemeret ivez bugale turk en Enderun.