Mont d’an endalc’had

Douro

Eus Wikipedia

An Douro e Ledenez Iberia
An Douro etre Vila Nova de Gaia (en tu kleiz) ha Porto (en tu dehoù).
Lezioù an Duero, nepell diouzh Fermoselle, e Spagn, e proviñs Zamora, tostik da Bortugal

An Douro (e portugaleg, distaget [ˈdowɾu], [ˈdoɾu]), Duero (e spagnoleg, distaget ˈdweɾo]), a zo ur stêr vras 897 km he hed e Ledenez Iberia. Eieniñ a ra e Spagn kent redek trema ar c'hornôg betek Porto ma'n en en daol er Meurvor Atlantel. Ar 572 km kentañ eus he red a zo e Spagn. Goude, a-hed 112 km, e ra ar vevenn etre Spagn ha Portugal, hag an 213 km diwezhañ a zo e Portugal.

Eus anv latin ar stêr, Durius, e teu Douro ; meneget eo gant Silius Italicus, Plinius an Henañ ha Pomponius Mela, hag er stummoù henc'hresianek Dourios, Dorios ha Dōros gant Ptolemaios, Strabon ha Cassius Dio.

Den ne oar orin an anv avat. Dre ma red en ur vro a oa keltiek gwechall e c'houlakaer ur wrizienn geltiek *du(b)r- "dour", "dourredenn", met gallout a rafe dont dreist al latin eus ur wrizienn indezeuropek *dura / duria, a zo paot en Europa, er broioù keltiek dreist-holl.

En un dourva a 98 073 km² e red an Duero : 78 859 km² anezho e Spagn ha 19 214 km² e Portugal. E Spagn e tastum dour eus Castilla y León, Galiza, Cantabria, La Rioja, Castilla-La Mancha, Extremadura ha kumuniezh Madrid.

Adstêrioù an Duero

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Banniel Spagn Spagn
Lez dehou Lez kleiz
Portugal Portugal
Lez dehou Lez kleiz
Proviñs Burgos


Proviñs Soria


Proviñs Valladolid
  1. A ra an disparti etre Portugal ha Spagn, e distrig Guarda e Portugal hag e proviñs Salamanca e Spagn.

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.