Mont d’an endalc’had

Douaroniezh Mec'hiko

Eus Wikipedia
Kartenn Mec'hiko

Ur vro eus Norzh Amerika eo Mec'hiko. Harzoù war zouar he deus gant Stadoù-Unanet Amerika (3326 km) en norzh ha gant Belize (250 km) ha Guatemala (962 km) er su. Digor-bras eo ar vro war ar mor (10 143 km), war ar Meurvor Habask ha pleg-mor Kalifornia (7338 km) er c'hornôg, ha war mor Karib ha pleg-mor Mec'hiko (2805 km) er reter. 1 972 550 km² eo gorread hollek ar vro, en ur gontañ 6000 km² a inizi er meurvor Habask, e pleg-mor Kalifornia, e mor ar C'haraibed hag e pleg-mor Mec'hiko. En em astenn a ra takad armerzhel dispellaus (TAD) Mec'hiko war 370 km adalek pep aod, en holl 2,7 milion a km². En dachennad ez eus ivez un nebeud inizi evel Guadalupe ha Revillagigedo (Meurvor Habask). Kavout a reer ivez menezioù-tan a-leizh. Pikern Orizaba a dizh 5700 m hag ar poent izelañ eo al Laguna Salada zo 10 m dindan live ar mor. Techet eo ar vro d’ar c'hrenoù-douar, a vez taer-kenañ a-wechoù.

E-touez an danvezioù naturel e kaver an arc'hant, ar c’houevr, ar gaz naturel, an aour, an tireoul, ar plom hag ar zink.

Torosennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Iztaccihuatl

Treuzet eo Mec’hiko gant div aradennad-venezioù bennañ : Sierra Madre ar C’hornôg ha Sierra Madre ar Reter. Un astenn da Sierra Nevada Kalifornia eo Sierra Madre ar C’hornôg, hag un astenn da Venezioù Roc'hellek Mec'hiko-Nevez ha Texas eo Sierra Madre ar Reter. Etre an div aradennad-venezioù bennañ emañ plateiz Mec’hiko. An aradennad nevezvolkanek a verk er su bevenn Sierra Madre ar C’hornôg hag ar Reter. Bez’ ez eus ivez aradennadoù-menezioù disteroc’h evel ar Sierra Madre del Sur, ar Sierra Madre de Oaxaca, ar Sierra Madre de Chiapas, hag ar Meseta Central de Chiapas.

Aradennadoù-menezioù pennañ ha plateiz pennañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • En em astenn a ra Sierra Madre ar C’hornôg war 1250 km er su d’an harzoù gant ar Stadoù-Unanet hag en em gavout a ra gant an aradennad nevezvolkanek goude ar Rio Santiago. An Aradennad nevezvolkanek a dreuz kreiz Mec’hiko eus ar reter d’ar c’hornôg. En norzh emañ Sierra Madre ar C’hornôg war-hed 300 km diouzh an aod, met tost d’an Aradennad nevezvolkanek n’emañ nemet war-hed 5 km diouzh aod ar Meurvor Habask. Sevel a ra Sierra Madre ar C’hornôg betek 2250 m uhelder gant pikernioù a dizh 3000 m.
  • Emañ deroù Sierra Madre ar Reter en harzoù etre Texas ha Mec’hiko, ha kenderc’hel a ra war-hed 1350 km betek tizhout Cofre de Perote, anezhañ unan eus begoù pennañ an Aradennad nevezvolkanek. Evel ma vez kont gant Sierra Madre ar C’hornôg e tosta Sierra Madre ar Reter d’an aod bep ma’z a war-du ar su. Eno n’emañ nemet war-hed 75 km diouzh pleg-mor Mec’hiko. Sevel a ra Sierra Madre ar Reter betek 2200 m uhelder gant pikernioù a dizh 3000 m.


El Bajio mec’hikan
  • En em astenn a ra ivez plateiz Mec’hiko adalek an harzoù gant ar Stadoù-Unanet betek an aradennad nevezvolkanek. Ur gorread bras a c’holo etre Sierra Madre ar C’hornôg ha Sierra Madre ar Reter.

Gwechall e oa bet rannet ar plateiz etre ar Mesa del Norte hag ar Mesa Centra. Hiziv an deiz e soñj d’an douaroniourien ez int div lodenn eus ar memes plateiz.

Norzh ar plateiz a sav da 1100 m uhelder hag en em astenn adalek ar Rio Bravo betek Stad Zacatecas ha Stad San Luis Potosí. Izelennoù a-leizh zo er c’horn-bro-se. An hini brasañ eo ar Bolsón de Mapimi.
Uheloc’h eo su ar plateiz peogwir e sav da 2000 m war-bouez nebeut. Eno ez eus traoñiennoù a-leizh, stummet gant lennoù kozh. Meur a gêr vras evel Kêr-Vec'hiko pe Guadalajara zo en traoñiennoù-se.


Pico de Orizaba
  • An aradennad nevezvolkanek zo ur gouriz 900 km hirder ha 130 km ledander en em astenn eus ar meurvor Habask da bleg-mor Mec’hiko. Emañ an deroù anezhi tost d’ar Rio Bravo ha kenderc’hel a ra betek su Colima ma’z a war-du ar reter o heuliañ an 19vet ledenn evit echuiñ e-kreiz Stad Veracruz. Aroueziet eo ar c’horn-bro gant un oberiantiz krendouarel bras hag eno emañ ar menezioù-tan uhelañ. En Aradennad ez eus tri fikern o deus ouzhpenn 5000 m uhelder : Pico de Orizaba pe Citlatépetl, anezhañ trede menez uhelañ Norzh Amerika, ar Popocatépetl hag an Iztaccíhuatl, tost da Gêr Vec’hiko int o-daou. Lakaat a reer an aradennad nevezvolkanek da rannadur douarouriel etre Norzh Amerika ha Kreiz Amerika.

Dourredennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ar Río Bravo pe Río Grande

Mec’hiko he deus war-dro 150 stêr. Dinaouiñ a ra an 2/3 anezho er meurvor Habask hag 1/3 e pleg-mor Mec’hiko pe e mor ar C’haraibed. Daoust ma tiskouez ar vro bezañ dourek eo dizingal-bras ar c’hementadoù dour a gaver enni eus an eil lec’h d’egile. Evit gwir, pemp stêr (an Usumacinta, ar Grijalva, ar Papaloapán, ar c’hCoatzacoalcos, hag ar Pánuco) a ya d’ober 52% eus an ec’honad bloaz keitat. Dinaouiñ a ra ar 5 stêr-se e pleg-mor Mec’hiko. N’eus nemet ar Rio Panuco a gement n’emañ ket e gevred Mec’hiko. Gant norzh ha kreiz Mec’hiko, anezho 47% eus an tiriad hag enno tost 60% eus ar boblañs, ez eus nebeutoc’h eget 10% eus dour ar vro.

Nebeut a zourredennoù bageadus he deus Mec’hiko.

Ar Río Grande a vez lakaet Río Bravo gant ar Vec’hikaned.

  • Rannet eo Mec’hiko e daou dakad gant Trovan ar C'hrank. Kerreizh eo an eil, hag en takad etretrovanel emañ egile. Kemmañ a ra an hin gant an uhelder. En norzh d’ar 24e ledenn e vez yenoc’h ar gwrezverkoù e-pad mizioù ar goañv, hag er su e chomont digemm a-hed ar bloaz daoust ma kemmont diouzh an uhelder.

An takadoù er su d’ar 24e ledenn :

Betek 1000 m (an aod ha ledenez Yucatan) : emañ ar gwrezverk keitat etre 24°C et 28°C. Uhel e chom ar gwrezverk a-hed ar bloaz, ha n’eus nemet ur c’hemm 5°C etre gwrezverk keitat an hañv hag ar goañv.
Etre 1000 ha 2000 m emañ ar gwrezverk keitat etre 16°C et 20°C. Un hin digemm a-walc’h ha gwrezverkoù plijus o devez ar c’hêrioù hag ar c’hêriadennoù en uhelder-se er su d’ar 24e ledenn. En norzh dezhi avat e kemm muioc’h an hin hervez ar c’houlzoù-amzer.
A-us 2000 m emañ ar gwrezverk keitat etre 8°C ha 12°C en aradennad nevezvolkanek.
Kêr Vec’hiko, pintet da 2300 m, he deus ur gwrezverk keitat 15°C gant hañvioù plijus ha goañvioù dous. 26°C ha 12°C e vez ar c’heitadoù pemdeziek uhel hag izel evit miz Mae (an hini tommañ). 19°C ha 6°C e vez ar c’heitadoù pemdeziek uhel hag izel evit miz Genver (an hini yenañ).

Kemm-digemm e vez ar glaveier diouzh al lec’h m’emeur hag ar c’houlzoù-bloaz. Krin pe damgrin eo Kalifornia-Izel, gwalarn Stad Sonora, plateizoù an norzh ha ul lodenn eus plateizoù ar su. Er c’hornioù-bro-se e kouezh well-wazh etre 300 ha 600 milimetrad dour bep bloaz. War plateizoù ar su hag ar c’hornioù-bro pobletañ peurgetket (evel Kêr-Vec'hiko ha Guadalajara) e kouezh well-wazh etre 600 ha 1000 milimetrad dour. Ouzhpenn 1000 milimetrad dour bep bloaz a vez resevet gant an izeldirioù a-hed pleg-mor Mec’hiko. 2000 milimetrad dour bep bloaz a vez resevet gant ar c’horn-bro e gevred Tabasco well-wazh ! Erc’h a ra diwar zegouezh war darn eus plateizoù an norzh ha darn eus pikernioù uhel Sierra Madre ar C’hornôg ha Sierra Madre ar Reter.

  • Koulz-amzer gleb pe koulz-amzer ar glaveier :

E Mec’hiko e vez ur c’houlz-amzer gleb (pe koulz-amzer ar glaveier) hag ur c’houlz-amzer sec’h merket-mat. En darn vrasañ eus ar vro e pad koulz-amzer ar glaveier eus miz Mezheven da greiz miz Here. Kalz nebeutoc’h a c’hlav a vez e-pad an nemorant eus ar bloaz. Miz C’hwevrer eo ar miz sec’hañ ha miz Gouere eo an hini glepañ. Da skouer, war Kêr Vec’hiko e kouezh war-dro 5 milimetrad dour e miz C’hwevrer ha 300 milimetrad e miz Gouere. An arvor, dreist-holl a-hed pleg-mor Mec’hiko, a resev ar muiañ a zour e miz Gwengolo. E Tabasco e vez enrollet tremen 300 milimetrad dour er miz-se.

Gant ul lodenn vihan eus aod gwalarn Mec’hiko, tro-dro da gêr Dijuana, e vez un hin kreizdouarel gant kalz a latar hag ur c’houlz-amzer gleb er goañv.

  • Korventennoù :

E gouriz ar c’horventennoù emañ Mec’hiko hag e pep lec’h en arvor e c’haller diwaskañ unan eus ar barradoù-se eus miz Mezheven da viz Du. Rouesoc’h eo ar c’horventennoù en aod ar meurvor Habask, hag eno ne vezont ket ken taer hag en aod reter ar vro. Bep bloaz e vez skoet aod pleg-mor Mec’hiko hag aod mor ar C’haraibed gant meur a gorventenn ha gant avel ziroll en tu-hont da 200 km/h a laka buhez an annezidi en arvar hag a wast al letioù ha tiez ar c’horn-bro.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Ayllón Torres, Teresa. México: sus recursos naturales y su población. México: Limusa, 1990.
  • Beltrami, Giacomo Costantino. México. Querétaro: Francisco Frías.
  • Cosío Villegas, Daniel (coordinador). Historia General de México. El Colegio de México, 1981.
  • Cosío Villegas, Daniel. Historia Moderna de México. México, D.F.: Hermes, 1973-1984.
  • D’arpi, Mario. México. Bergamo: Instituto Italiano d’arti grafiche, 1924.
  • Pérez Montfort, Ricardo. Estampas de Nacionalismo Popular Mexicano. México: Centro de Investigaciones en Estudios Superiores en Antropología Social (CIESAS), 1994.
  • Rezedowski, Jerzy. Vegetación de México. México: Limusa, 1978.
  • St. Louis, Mo. México. Secondand Arsenal: Aeronautical Chart and Information Center, 1965.