Deutsche Waffen- und Munitionsfabriken
An Deutsche Waffen- und Munitionsfabriken (alamaneg : Uzinoù armoù ha munisionoù alaman), berraet alies e DWM, a oa un embregerezh armoù-tan ha munisionoù alaman krouet e dibenn an XIXvet kantved hag oberiant betek 1944.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Krouidigezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar embreger alaman Ludwig Loewe a oa krog da broduiñ armoù-tan er bloavezhioù 1870 en e embregerezh, al Ludwig Loewe & Co. E 1896 e vodas e stal gant hini ar produer armoù Mauser-Werke hag an embregerezh munisionoù Deutsch Metallpatronenfabrik AG eus Karlsruhe. Kregiñ a rejont da broduiñ ar Borchardt C93, a oa ar bistolenn damaotomatek kentañ[1]. Klask a reas ar strollad nevez ul lec’h evit kas o froduerezh da benn, ha sevel a rejont e 1906 uzinoù war un dachenn 60 devezh-arat, el lec’h a zo anvet bremañ Eichborndamm, e gwalarn Berlin. Lec’hiet e oa savadurioù nevez an embregerezh war al linenn-dren etre Berlin ha Kremmen[2]. Er mare-se e roas lañs an DWM da vunisionoù nevez. An hini brudetañ anezhe eo marteze ar 7,65 × 21 mm Parabellum, a voe poblek-tre en XXvet kantved. D'ar mare-se e laboure Georg Luger en DWM.
Brezel-bed Kentañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Etre 1915 ha 1918 e kreskas an uzin, pa brodue armoù implijet e-leizh gant ar soudarded alaman e-pad ar Brezel-bed Kentañ, en o zouez ar fuzuilhoù Gewehr 98, ar bistolenn Luger P08 pe ar mindrailherezioù MG 08 hag MG 08/15. Goude fin ar brezel ha feur-emglev Versailhez e rankas DWM paouez da broduiñ armoù. Adanvet e voe an embregerezh Berlin-Karlsruher Industriewerke AG e 1922[1], hag ober a reas diwar-neuze ardivinkoù evit an tier, binvioù-debriñ ha kiboù-bouloù[2].
Adc'hanedigezh an DWM
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Günther Quandt, un embreger perc'henn war uzinoù AFA (Varta hiziv-an-deiz), a brenas an embregerezh e 1928. Liammoù a savas gant ar strollad nazi. E 1936, an Trede Reich a zivizas adlañsañ ar produiñ armoù eno, hag adkavout a reas DWM e anv kozh[2]. Etre 1935 ha 1944 e voe produet eno munisionoù kanolierezh 37 mm, greunadennoù ha kartouchennoù a bep seurt kalibr. Tro 50.000 prizoniad a voe rediet da labourat en DWM hag e AFA e-pad an Eil Brezel-bed[3].
Dismantr
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E fin ar brezel e voe paouezet da vat da broduiñ armoù war al lec’h. Savadurioù ‘zo a voe implijet gant an Deutsche Dienststelle, an aozadur alaman a rae war-dro an Deutsche Dienststelle für die Benachrichtigung der nächsten Angehörigen von Gefallenen der ehemaligen deutschen Wehrmacht (WASt), an aozadur karget da gas enklaskoù war ar soudarded alaman lazhet pe bet prizoniet er brezelioù[2].
Er bloavezhioù 1970 e voe distrujet lod eus savadurioù an embregerezh. Lod all a zo bremañ enno dielloù stad Brandenburg, pe stalioù hag embregerezhioù bihan[2].
Produerezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Armoù-tan
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Pistolennoù Borchardt C93
- Pistolennoù Luger P08
- Fuzuilhoù Gewehr 98
- Mindrailherezioù MG 08
- Mindrailherezioù MG 08/15
Munisionoù krouet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ 1,0 ha1,1 (en) "Deutsche Waffen und Munitionsfabriken", war Phoenix Investment Arms (lennet d'an 10/10/2024)
- ↑ 2,0 2,1 2,2 2,3 ha2,4 (de) THORSTEN Dame, STEINER Marion, Deutsche Waffen- und Munitionsfabriken, DWM, embannet gant ar Berliner Zentrum Industriekultur, miz Even 2015 (pellgarget d'an 09/10/2024)
- ↑ (fr) BOUTELET Cécile, Première fortune d’Allemagne, la famille Quandt perd sa matriarche, Le Monde, 07/08/2015 (lennet d'an 10/10/2024)