DC Comics
DC Comics a zo un ti-embann comic books amerikan. Ur skourr eus Time Warner eo. E-pad pell e oa staliet DC Comics e 666 Fifth avenue e New York ; er bloavezhioù 1990 eo bet kasetda 1700, Broadway. « DC » a dalvez « Detective Comics ». Div lodenn a zo ouzhpenn : Vertigo, gouestlet da istorioù faltazi ha Wildstorm gouestlet da istorioù skiant-faltazi ha da c’hourharozed modern.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dont a ra DC Comics eus kenteuziñ tri zi-embann : National Allied Publications, Detective Comics, hag All-American Publications. An daou gentañ anezho a genteuzas er bloavezhioù 1930 a-benn sevel National Comics (anvet National Periodical Publications da c’houde). An trede hini a voe adprenet e 1945. D’ar mare-se e oa « DC »ul logo a vije lakaet war golo al levrioù.
A-benn diskoulmañ ar c’hudennoù a savas pa voe embannet troioù-kaer kozh ha re nevez harozed zo, hag evit lakaat klotañ re harozed bet prenet gant tiez-embann all, e voe embannet Crisis on infinite earths e 1985. Un heuliad rannet e daouzek lodenn eo, ulo lodenn eus an istor a zo bet skrivet gant Marv Wolfman ha treset gant George Perez. En heuliad-se e voe kemmet da vat ar pezh a oa kinniget ganbt DC betek-henn : echu gant ar bedoù lies, ur mennozh hag a oa bet implijet e-pad bloavezhioù, hag a oa amsklaer. En heuliad-se ez eas neuze ul lodenn eus gourharozed DC da get, ha staliet e voe ur bed nevez, a-benn nevesaat da vat holl gourharozed DC Comics.
E 1998 e voe adprenet Wildstorm gant DC.
E 2005 e rankas pennoù DC respont da bolitikerezh embann Marvel Comics hag a oa o paouez krouiñ Ultimate Marvel. Krouet e voe neuze an tikedenn All-Star, a-benn kinnig istorioù gourharozed vrudetañ DC Comics, kinniget en un doare aes evit ma c'hellfe forzh piv lenn anezho ha savet gant tresourien diouzh ar c'hiz. An daou heuliad kentañ a voe All Star Batman and Robin, The Boy Wonder gant Frank Miller ha Jim Lee ha Superman gant Grant Morrison ha Frank Quitely. Er memes bloavezh e voe modernaet ivez logo DC.
Harozed DC Comics
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Adam Strange
- Aquaman
- Batman
- Catwoman
- Flash
- Justice League of America
- Green Arrow
- Green Lantern
- Martian Manhunter
- Sandman
- Superman
- Swamp Thing
- Teen Titans
- Watchmen
- Wonder Woman
- Wildcat
Treserien ha senarioourien
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Neal Adams
- Murphy Anderson
- Ross Andru
- Jim Aparo
- Cary Bates
- Mike W. Barr
- John Broome
- Kurt Busiek
- Nick Cardy
- Peter David
- Steve Ditko
- Chuck Dixon
- Lee Elias
- Garth Ennis
- Steve Englehart
- Gardner Fox
- Neil Gaiman
- Keith Giffen
- Devin Grayson
- Sid Greene
- Tom Grummett
- Carmine Infantino
- Geoff Johns
- Dan Jurgens
- Bob Kane ha Bill Finger
- Gil Kane
- Robert Kanigher
- Barbara Kesel
- Karl Kesel
- Jack Kirby
- Joe Kubert
- Jim Lee
- Paul Levitz
- Jeph Loeb
- Frank Miller
- Doug Moench
- Alan Moore
- Ruben Moreira
- Grant Morrison
- William Moulton Marston
- Dennis O'Neil
- Jerry Ordway
- George Pérez
- James Robinson
- Tim Sale
- Julius Schwartz
- Jerry Siegel ha Joe Shuster
- Gail Simone
- Roger Stern
- Curt Swan
- Mark Waid
- Judd Winick
- Marv Wolfman