Mont d’an endalc’had

Coulomb

Eus Wikipedia

Ar c'houlomb (simbol : C) eo an unanenn karg elektrek er sistem unanennoù etrebroadel (SI). Un unanenn deveret eo.

Dont a ra e anv diwar ar fizikour gall Charles de Coulomb.

Bez' eo ar c'hementad elektregezh a dreuz un troc'h eus ur c'honduer a red ennañ un red elektrek, 1 amper e fonnder, e-pad 1 segondenn (1 A.s).

Karg elfennel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Talvezout a ra ar garg elfennel e:

  • .
    -e e talv karg an elektron, ha +e hini ar proton.

Unanennoù karg all

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kemeret en deus plas an unanenn franklin (notet Fr), diwar anv ar fizikour amerikan Benjamin Franklin. Graet e veze implij eus an unanenn-se er sistem CGS.

1 franklin a dalveze 0,3336 × 10-9 C.

En elektrokimiezh e vez implijet c'hoazh ar faraday (notet F) diwar anv ar fizikour saoz Michael Faraday. Liesad ar garg elfennel dre niver Avogadro eo.

1 faraday a dalv 96 485 C.

Renkoù braster

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hervez lezenn Coulomb e vez embreget un nerzh 9 × 109 N an eil war eben gant div garg poentheñvel pep a ur c'houlomb dezho ha war-hed ur metr an eil diouzh eben, da lavaret eo war-dro pouez nav c'hant mil (900 000) donenn. Un unanenn kalz re vras eo neuze ar c'houlomb evit ezteurel kementadoù kargoù statikel ha setu e vez graet gant e ranngementadoù e-giz ar mikrocoulomb (µC) pe an nanocoulomb (nC).