Carmenta
Carmenta, anvet Nicostrata ivez, a oa e mojennoù Henroma unan eus nimfenned an eien, doueez ar gwilioud hag an diougan, hag a rene war planedenn ar vugale.
Eus Arkadia e oa, ha karet e voe gant an doue Merc'her. Ur mab a c'hanas, Evandros, ha mont da Italia da chom a reas gantañ.
Anv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Roet e voe an anv Carmenta dezhi dre ma aoze he diouganoù dre werzennoù, carmen e latin[1].
Goude he marv e voe lakaet war roll an doueezed, evel un nimfenn, hag ar Romaned a savas un aoter dezhi e-kichen un nor eus Kêr, anvet Porta Carmentalis abalamour da se, etre ar stêr Tiber hag ar menez Capitolinus. An nor-se zo bet anvet Porta Scelerata war-lerc'h[2].
Pedet e veze evit planedenn ar vugale[3].
Ganti e vije bet ijinet al lizherenneg latin.(Daveoù a vank)
Lidet e veze Carmentalia, gouelioù Carmenta, d'an 11 a viz Genver (III ante idus Januarias), ha d'ar 15 a viz Genver (XVIII ante calendas Februarias).