Bethesda (Gwynedd)
Neuz

Bethesda zo ur gêriadenn hag ur gumuniezh e kontelezh Gwynedd, en hanternoz Kembre, nepell diouzh Bangor. Pesda e vez lesanvet ar gêriadenn e kembraeg komzet ar vro.
E 2011 e oa 4 735 a annezidi ha 3 501 anezho a oa kembraegerien (77,5%). Gwechall e oa kalz muioc'h a dud, betek 10 000, abalamour d'ar mengleuzioù mein-glas er vro.