Banniel Kernev-Veur
Banniel sant Peran (Baner Peran e kerneveureg) a vez graet eus banniel broadel Kernev-Veur. Ur banniel du gant ur groaz wenn eo, pa oa banniel kozh Breizh unan gwenn gant an hevelep kroaz du.
Hervez ar vojenn e vije bet dibabet an daou liv gant Peran pa welas staen teuz gwenn o tiverañ diouzh ar c'hailh du en e c'hovell. Kement-se a c'hoarvezas, evit doare, pa zizoloas ar staen er VIvet kantved, a-raok bezañ lakaet da sant paeron ar vengleuzerien-staen. Evel-just e oa anavezet ar staen abaoe kantvedoù, ha kaset e veze ar metal-se eus Breizh-Veur da Arvorig gant moraerien vrezhon a-raok amzer Julius Caesar.
Orin
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E gwirionez, den ne oar a-zivout orin banniel Kernev-Veur.
Lod istorourien a lavar e oa eus ar banniel-se kent 1188, e Brezelioù ar Groaz. Ur pennad en Encyclopædia Britannica a embann e veze douget gant Kerneveuriz en Emgann Azincourt d'an 25 a viz Here 1415[1], hogen kamm eo an dave roet, pa gas d'ur varzhoneg anvet Poly-Olbion bet embannet e 1612 gant ar Saoz Michael Drayton (1563-1631) ma skrivas e oa ur c'hrogad gouren kerneveurat war ar banniel en Azincourt[2].
Kentañ testeni skrivet a-zivout banniel sant Peran eo labour ar C'herneveurad Davies Gilbert (1767-1839) en e levr The Parochial History of Cornwall (1838) :
A white cross on a black ground was formerly the banner of St. Perran, and the standard of Cornwall; probably with some allusion to the black ore and the white metal of tin.
« Ur groaz wenn war ur goueled du a oa gwechall banniel sant Perran, ha banniel Kernev-Veur ; hep mar gant un damveneg bennak eus kailh du ha metal gwenn ar staen. »[3]
Dre ma skrivas D. Gilbert e oa « gwechall » banniel sant Peran hini Kernev-Veur e ro da gompren e veze arveret a-raok 1838.
Un testeni all a weler en abati Westminster war ur werell bet diskuliet e 1888 e koun an ijinour kerneveurat Richard Trevithick (1771-1833). Nav sant kerneveurat zo warni, ha dremm an ijinour zo bet roet da sant Peran, banniel Kernev-Veur ouzh e dreid[4].
Kar eo banniel sant Peran da hini sant Dewi, paeron Kembre, ar vro geltiek dostañ da Gernev-Veur. Ur groaz wenn war gwer eo banniel sant Petroc, hini Devon (2002), ma 'z eo Petroc paeron ar vengleuzerien ivez[5].
Talvoudegezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Er c'hantved diwezhañ e veze gwelet banniel sant Peran evel banniel broadelourien Mebyon Kernow. Hiziv e vez dispaket aliesoc'h eget an Union Jack, ha deuet eo da vout arouez Kernev-Veur, hep ster politikel resis.
Hejet-dihejet e vez ar banniel en darn vuiañ eus ar gouelioù e Kernev-Veur koulz hag er c'hrogadoù sport. Boas e vezer d'e welout e pep lec'h er vro, gant an anv kerneveurek Kernow, hag arveret e vez er bed a-bezh evel arouez an diaspora kerneveurat.
- Banniel sant Peran zo bet arveret da sevel bannieloù ha n'int ket ofisiel.
Kenwerzhourien gerneveurat war vor |
Al lestr Sweet Promise e gouelioù « Brest 2000 », ardamezioù Dug Kernev-Veur er c'honk |
Ardamezioù war an douar bras
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Tiegezhioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Geoffroy le Borgne |
Sant-Pezran |
Rouvroy de Saint-Simon |
Kêr Arneke |
Koulz e Breizh hag e Bro-C'hall ez eus tiegezhioù kar o ardamezioù da vanniel sant Piran.
- Breizh[6]
- Kerlosket : en sabel e groaz koñchek en argant.
- Le Bastard de la Porte : en sabel e groaz en argant, teir flourdilizenn en argant ouzh pep konk..
- Le Bihan de Keruzouarn : en sabel e groaz pavek en argant, karget ouzh kondon gant ur greskenn en gul.
- Le Borgne, Geoffroy : en sabel e graz en argant[7].
- Saint Pezran (de) : en sabel e groaz pavek en argant[8],[9].
- Bro-C'hall
- Auvergne de Canteloup : en sabel e groaz en argant, eilet e pep konk gant ur penn bleiz diframmet en argant ha teodek en gul.
- Rossillon de Gex : en sabel e groaz en argant[10].
- Rouvroy de Saint-Simon : en sabel e groaz en argant karget a bemp kregilhenn en gul, 1, 3, 1[11].
Kêrioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Kêr Arneke : en sabel e groaz en argant karget a bemp brizhenn erminig en sabel, 1, 3, 1.
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (en) CRW Flags
- ↑ (en) The Complete Works of Michael Drayton, Andesite Press, 2017 (ISBN 978-1-375-65149-3)
- ↑ (en) Gilbert, David : The Parochial History of Cornwall, levrenn III, London, J. B. Nichols & Son, p. 332 • Lenn en-linenn
- ↑ (en) Westminster Abbey
- ↑ (en) Flag Institute
- ↑ (fr) Potier de Courcy, Pol (1890) : Nobiliaire et armorial de Bretagne
- ↑ (fr) Mundus Heraldicus
- ↑ (fr) Kervella, Divi & Bodlore-Penlaez, Mikael : Guide des drapeaux bretons et celtes, Yoran Embanner, 2008 (ISBN 978-2-916579-12-2)
- ↑ (fr) Tudchentil
- ↑ (fr) armorial.org
- ↑ Jean-Marie Ouvrard : Rouvroy de Saint-Simon