Mont d’an endalc’had

Banniel Burkina Faso

Eus Wikipedia
Banniel Burkina Faso

Banniel Burkina Faso eo banniel broadel Volta-Uhel gozh abaoe ar 4 a viz Eost 1984.

Div vandenn a-blaen a ya da ober ar banniel : unan ruz el laez evit aroueziañ an dispac'h hag unan wer en traoñ evit aroueziañ pinvidigezhioù naturel ar vro.
En e greiz ez eus ur steredenn velen, a dalvez da arouez ar gouloù a heñchas an dispac'h.

Bloaz goude taol-Stad Thomas Sankara e voe dibabet ar banniel-se. D'ar memes koulz e voe cheñchet anv ar vro, a oa bet "Volta-Uhel" betek neuze, evit diskouez un troc'h gant ar renadoù kent.

Banniel kozh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tri skourr red uhelañ ar stêr Volta a oa aroueziet gant ar banniel kozh : ar Volta Du, ar Volta Gwenn hag ar Volta Ruz.

  • An argel a ziskouez ur banniel istorel, na vez ket implijet ken.

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.