Auvergne (rannvro)
Neuz
Ur pennad Auvergne zo ivez.
Rannvroioù Frañs | |
---|---|
Lec'hiadur e Frañs | |
Anv | Auvergne |
Banniel | |
Arouez | |
Riez | Frañs |
Yezhoù | galleg okitaneg |
Pennlec'h ar rannvro | Clermont-Ferrand |
Departamantoù | Allier (03) Cantal (15) Liger-Uhel (43) Puy-de-Dôme (63) |
Pennlec'hioù departamant | Moulins Aurillac Le Puy-en-Velay Clermont-Ferrand |
Niver Arondisamantoù | 14 |
Niver kantonioù | 158 |
Niver kumunioù | 1 310 |
Kadoriad ar C'huzul-rannvro | René Souchon (Strollad Sokialour Gall) |
Amzer-gefridi | 2010-2015 |
Prefed ar Rannvro | Dominique Schmitt |
Poblañs hep kontoù doubl | 1 335 938 (2006) |
Gorread | 26 013 km² |
Stankter | 51 a./km² |
Lec'hienn | www.auvergne.org |
Auvergne, pe Aovergn[1],[2] alies e brezhoneg, a oa unan eus rannvroioù Bro-C'hall, krouet gant ar gouarnamant gall e 1955. Diskaret eo bet e 2015 ha staget he departamantoù ouzh ar rannvro nevez Auvergne-Rhône-Alpes.Clermont-Ferrand e oa ar pennlec'h.
Douaroniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pevar departamant a gavedenni: Allier, Cantal, Liger-Uhel ha Puy-de-Dôme, dezhi Clermont-Ferrand da gêr-benn. Menezeier, lenneier, pradeier uhel e-leizh a gaver en Aovergn. Rannvro Auvergne a zo brasoc'h eget Arvern istorel ha disheñvel ivez pa'z a ouzh hec'h ober ivez ar braz eus ar Bourbonnais, ha darnoù eus Lenguadoc (Gévaudan, Velai, Vivarais) hag al Lyonnais (un darnig eus ar Forez).
- Kêrioù : Moulins, Vichy, Montluçon, Le Puy, Saint-Flour, Riom.
- Menezioù : Cantal (menezioù), Monts Domats
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- An Arverned
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Geriadur Vallée, p. 49 («(an) Aovergn» roet da drede ha diwezhañ troidigezh goude «Bro-Arvern» hag «(an) Arvern»).
- ↑ Istor Geografiezh 4re, TES, 2008, p. 356
|