Eskern ar c'hreiztroad
Neuz
(Adkaset eus Askorn ar c'hreiztroad)
Eskern ar c'hreiztroad eo ar pemp askorn a zo en troad, etre eskern ar chouk-troad ha oeñsoù ar bizied-treid.
Teir lodenn a ya d'ober pep askorn : ar penn (koublet ouzh an oeñs nesañ), ar c'horf hag an diaz (koublet ouzh lod eus eskern ar chouk-troad hag eskern ar c'hreiztroad all).
Boutin eo torr eskern ar c'hreiztroad gant ar c'hoarierien mell-droad.
Koubloù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Koublet eo (ouzhpenn d'ar c'houbl ouzh an oeñs nesañ) :
- askorn ar c'hreiztroad kentañ : ouzh daou askorn gennheñvel, eil askorn ar c'hreiztroad
- eil askorn ar c'hreiztroad : ouzh an tri askorn gennheñvel, kentañ ha trede askorn ar c'hreiztroad
- trede askorn ar c'hreiztroad : ouzh un askorn gennheñvel, eil ha pevare askorn ar c'hreiztroad
- pevare askorn ar c'hreiztroad : ouzh un askorn gennheñvel, an diñseg, trede ha pempvet askorn ar c'hreiztroad
- pempvet askorn ar c'hreiztroad : ouzh an diñseg, pevare askorn ar c'hreiztroad
Eskern korf an den |
|||||||||||||||||||
---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|
|