Aototrofiezh
Neuz
E diazez pep ekosistem emañ an aototrofed : Treiñ a reont energiezh o endro (hag a zo e stumm gouloù pe sustañs kimiek) e molekulennoù organek ha luziet evel ar glusid, molekulennoù hag a c'hell bezañ berniet enno pe implijet evit produiñ o energiezh. Produadur a-gentañ-renk eo dre reaktadurioù evel ar fotosintezenn. E kontrol eus an aototrofed emañ an heterotrofed hag a rank tennañ o mammenn-energiezh eus glusid boudoù all.