Mont d’an endalc’had

Anthony Eden

Eus Wikipedia
Anthony Eden e-pad an Eil Brezel-bed

Robert Anthony Eden, Kentañ kont Avon (12 a viz Mezheven 1897 e Rushyford, kontelezh Durham - 14 a viz Genver 1977 e Alvediston, Wiltshire), a oa ur politiker eus Breizh-Veur. Ministr an Aferioù Estren e voe teir gwech ha Kentañ Ministr eus 1955 da 1957.

Yaouank a-walc'h e oa pa voe dilennet da gannad mirour e Ti ar C'humunioù ha mont a reas da Vinistr an Aferioù Estren da 38 vloaz. E zilez a roas abalamour da bolitikerezh re glouar Neville Chamberlain e-keñver Italia Benito Mussolini. Ministr an Aferioù Estren e voe c'hoazh e-pad an Eil Brezel-bed, hag adarre e deroù ar bloavezhioù 1950. Dont a reas da vezañ Kentañ Ministr e-lec'h Winston Churchill e miz Ebrel 1955 ; hag ur miz diwezhatoc'h e voe kadarnaet er post-se pa voe trec'h ar Strollad Mirour en dilennadeg kannaded.

Daoust ma oa brudet Anthony Eden da vezañ un diplomat barrek, e nac'has Stadoù Unanet Amerika, e 1956, mont a-du gant Breizh-Veur ha Bro-C'hall a ginnige ober brezel da Ejipt Naser, abalamour da enkadenn Suez. Kement-se a voe gwelet evel ur pezh c'hwitadenn evit politikerezh diavaez Breizh-Veur hag evel un arouez eus digresk galloud ar vro-se er Reter Nesañ. Hervez an istorourien ne gomprenas ket Anthony Eden pegen enebet e oa ar Stadoù Unanet ouzh ur vrezelekadenn evel-se. Daou viz goude dibenn emelladenn Breizhveuriz ha Gallaoued e Suez, e roas e zilez, war zigarez e oa fall e yec'hed. Kemeret e voe e lec'h gant Harold Macmillan.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.